Sant-Nazer : Grefierez al lez-varn a oa sot gant « Tony » an dealer, betek sikour gantañ…

Setu ur seurt istor priñsez an amzer-vremañ : An itron X a oa o labourat e gref lez-varn Sant-Nazer. Ur plac’h en he 40 vloaz e oa, da lavaret eo ne oa ket ur plac’h e bleuñv he yaouankiz, un tamm penn-skañv. Nann avat ! Siwazh dezhi, ma ne oa ket ur penn-skañv e oa ur gwir penn-dramm. Kemer a rae drogach (kokain ha kannab) par ma c’helle nes komz eus ar boeson (ul litrad gwin bemdez !) hag al louzoù !

Setu penaos he doa graet anaoudegezh gant « Tony ». He dealer e oa. Met un dealer « moutig ». Tremen a rae p’en doa c’hoant. A-wezhioù gant mignoned dezhañ. Met ne oa ket strikt. Karantez e oa outañ. Ha c’hoant ganti prouiñ e oa piket he c’halon ! E penn kentañ e lavaras dezhañ e oa tud gant ar memes anv ha eñ « dindan evezh ar justis ». Just se. Met n’eo ket sot ar paotr, komprenet en doa buan deus petra oa kaoz amañ. Ha komprenet en doa ivez e c’helle profitañ eus he mignonez nevez. Na brokus e oa hi ! Ha sot. Rak, tamm-ha-tamm e roas muioc’h-mui a zokumanchoù ha titouroù dezhañ, diwar-benn an aferioù ma oa ar justis o klask penn anezhañ e-barzh. Da skouer : Fellout a rae d’ar polis serriñ « Tony » met hennezh a oare an deiziad rezis en a-raok…

Evel just, un deiz e voe komprenet gant ar boliserien e oa ur « c’hoz » en ti : serret e oa bet « Tony » o vleiniañ karr-tan ar grefierez, gantañ alc’hwezioù he ranndi zoken ! Serret e voe an itron X d’he zro ha kaset d’ar prizon. Amañ e komprenas e oa Tony o tremen lost al leue dre he genoù ! Hi a oa sot gantañ met eñ ne oa ket. Forzh penaos n’he doa ket e niverenn bellgomz dezhañ. Bewezh ma felle dezhi kas ur gemenadenn dezhañ e ranke tremen dre ur « vignonez » hag a gase an traoù da Dony. Met Tony a c’helle tremen da welet anezhi d’ar ranndi m’en doa c’hoant. Ha leuskel aferioù ivez.

D’an 19 juin 2023 e voe graet ur furchadeg en he ranndi ha kavet tout ar prouennoù. Mui ar pakadoù dramm kuzhet gant Tony er c’harrdi.

Etre ar 15 hag an 19 a viz gwengolo e vo prosez an afer dirak lez-varn Anjev. Gallout a rafe ar paourkaezh plac’h bezañ kondaonet da 7 bloavezh toull-bac’h d’ar muiañ tout. Hi a zo fontet gant ar vezh bremañ.

Ha Tony a gaso orañjezennoù dezhi en toull-bac’h ma tremen fall an traoù ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Bro Vigouden : dindan dramm e sko gant e zealerez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an herminigoù a zo bet tennet eus an ardamez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Dramm e Gironde hag e Pireneoù-Atlantel : ar skipailh a zeue eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-MALO

Sant-Maloù : ar penn-dramm taget gant tri den en e di

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Kemper : un estrañjour dibaper serret gant ar polis, ur sapre yalc’had gantañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul liseadez gourdrouzet gant ur lisead, ur gontell gantañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : barnet evit 64 ti-laeret !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky