Sant-Brewenn (44) : piv en deus lakaet tan er c’harr-tan ?

E Sant-Brewenn e oa daou gomper yaouank. N’int ket gwall fin anezhe. Unan a zo dija en toull-bac’h evit un afer all, egile a vefe o chom e kostezioù Paris, met pelec’h ? Gwir Vretoned eo evel just.

D’ar 7 a viz c’hwevrer 2023 e Sant-Brewenn, e Bro-Retz. Unan anezhe en doa c’hoant d’ober ur « valeadenn ». Pellgomz a reas d’e gomper hag en doa « aon razañ ». Dre ma n’o deus tamm karr-tan ebet emaint o vont da laerañ unan. Normal ! Ha ken normal all : an hini ha ne oare ket bleniañ a zo bet lakaet ouzh ar stur. 100m en deus graet hag e lavaras e vignon dezhañ da laerañ esañs e karr-tan e dad. Ur c’hoari e oa ? Den ne oar. Pezh zo, lakaet eo bet an esañs war un tamm chif, lakaet tan e-barzh ha bannet er c’harr-tan ! Evel just ez eas an oto da ludu.

Gwelet int bet gant un test. Ha dre ma n’int ket gwall ampart, unan a zo bet devet e fas !

Piv en deus graet petra a-benn ar fin ? Den ne oar, pep hini a daol ar bec’h war egile. An hini en deus aon rak e gomper en deus un dek bennak a vennegoù war e roll lez-varn dija. Hag anavezet evel ar bleiz e Sant-Brewenn.

D’ar meurzh 2 a viz gwengolo e oa hemañ evel ur paourkaezh leue dirak lez-varn Sant-Nazer, e gomper a zo an diaoul oar pelec’h. N’eo ket deuet d’e brosez.

Da c’hwec’h mizvezh a doullbac’h gant goursez eo bet kondaonet an daou lampon. Gwir eo, ne dalveze ket ar poan d’ober an hent eus Paris pe eus pelloc’h er su…

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine.. 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Grefierez al lez-varn a oa sot gant « Tony » an dealer, betek sikour gantañ…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an herminigoù a zo bet tennet eus an ardamez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul liseadez gourdrouzet gant ur lisead, ur gontell gantañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : barnet evit 64 ti-laeret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Kêrnevez-Raez : hep aotre-bleinañ hag ur yalc’had aour gantañ, an adfeller a chom en toull-bac’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : hag ur vag nevez da sevel !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ur gourmarc’hadig laeret gant armoù evit ar pemvet gwech

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky