10 a viz gwengolo : ar manifestadegoù e Breizh [MAJ]

12e48 : E Sant-Nazer, zo bet bannet grenadennoù lakrimo war ar vanifesterien tro Trigneg.

12e46 : E Naoned, emañ ar vanifesterien dirak c’hoariva Graslin. Stegn an traoù gant ar polis.

12e41 : E Brest, emañ ar vanifesterien o klask stankañ kroazhent-tro ar Grèbes, nepell eus ar mirlec’h tireoul.

12e40 : E Karaez, emañ achu gant ar vanifestadeg. Klasket o deus ar vanifesterien stankañ an hent e kroazhent-tro ar McDo met skarzhet int bet gant an archerien.

12e35 : E Roazhon, an hent-tro a zo bet netaet gant ar boliserien. Hervez ar c’haochisted e vefe bet lakaet tan er bus gant ur…c’hrenadenn lakrimo, ar pezh n’eo ket gwir.

12e33 : ‘Ba An Oriant ema ar vanifestourion é klask stankiñ an hent tizh. Mes an archerion a vir doc’hte da vonet tre.

12e22 : E Karaez, tro 150 den o deus manifestet, ur gwenn-ha-du a oa er vanifestadeg, daou vanniel balestinian, banielloù komonour.

12e20 : E Montroulez, ur 1500 manifestour bennak a zo o kerzout e kreiz-kêr. Etre 2500 ha 5000 a zo e Brest. E Kemper emaint straed Benodet, en Intermarc’had.

11e31 : 500 manifestour ‘ba Pondi, ur bouchad bannieloù ag an tu-kleiz pellañ gete.

11e30 : 2500 manifestour a zo oeit kuit ag ar pont Sant-Kristof ‘ba An Oriant aveit monet sa Lann Sevelin ‘ba Lannarstêr.

11e12 : Stanket eo pont Viarmes e Lannuon hag un hir a stankadeg a zo war kae an Aiguillon. E Gwengamp, kroazhent-tro Kernilien a zo stanket ivez.

11e03 : ‘Ba Lann-ar-Stêr eh eus manifestourion ‘ba kroezhent-tro Lann Sevelin. ‘Ba Gwened eh eus ur vanifestadeg ‘ba kreiz-kêr (straed ar Menez>Straed Thiers>ar porzh, ….)

10e50 : Hervez an Telegramme eo bet taget ar bus devet war an hent-tro e Roazhon. Stroñset eo bet ar bleiner met mont a ra gantañ memestra.

10e48 : E Montroulez emañ stegn an traoù etre ar vanifesterien hag ar archerien tro-dro kroazhent-tro Roc’h Tredudon

10e45 : E Klison emañ stanket hent an norzh. E Ankiniz e fell d’ar vanifesterien stankañ ar pont bras.

10e41 : E Gwengamp emañ stanket pont Kernilien hag an hent trema an RN12

10e40 : E Sant-Brieg an RN12 a zo stanket, evel kroazhent-tro ar 8 a viz mae. Ur stankadeg a 2km a zo. E Landreger ez eus bet jeu ar mintin-mañ dirak lise Savina met sioulaet eo an traoù.

10e25 : E Naoned ez eus ur c’hant bennak a dud tolpet war blasenn Gugliano e Chantenay. E Sant-Nazer, 300 manifestour a vefe war an hent etre Trigneg hag an ti-gar.

10e19 : E Douarnenez ez eus ur c’hant bennak a dud o vanifestiñ e kreiz-kêr. Tamm kudenn ebet gante.

10e18 : E Naoned e klask ar vanifesterien stankañ an hent-tro. En aner, betek-henn.

10e08 : Divloket eo kroazhent-tro Lududu met stanket e vo hini Kerustum a-barzh nemeur.

10e02 : Stanket an hent en Alre (Bois-Colette) ha Kistreberz (Bel Air).

10e00 : E penn kentañ e oa un devezh a stourm a-enep an daou zevezh gouel nullet gant François Bayrou, deuet eo da vezañ un devezh a vanifestadegoù feuls rennet gant an tu-kleiz pellañ.

Hag an tu-kleiz pellañ a ra ar pezh a oar ober : distruj ! E Roazhon, ar mintin-mañ, zo bet lakaet tan en ur bus eus ar STAR dindan ur pont eus an hent-tro. Gouzout a ra dija al labourerien e vo bac’het an hent-tro e-pad mizioù, amzer d’ober al labourioù ret.

Stoc’hoù a oa bet savet war pont Viarmes e Lannuon gant liseidi met dismantret int bet gant ar polis. Un tamm e pep lec’h emañ stanket al liseoù ha skolioù-meur war-bouez e Sant-Brieg m’o deus digoret dorioù al liseoù Renan ha Rabelais gant ar boliserien.

E Brest ez eus emgannioù etre ar polis ha manifesterien eus an tu-kleiz pellañ. Ur vanifestadeg a vo e 10e30.

E Kemper ez eus bet un tolpadeg dirak ti ar Medef e Kreac’h Gwenn.

Crédit photo : DR
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “10 a viz gwengolo : ar manifestadegoù e Breizh [MAJ]”

  1. NEVEU Raymond dit :

    Ha benn ar fin? Tra nevez!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Sociétal

10 septembre, « Bloquons tout » : la gauche radicale met le feu à Paris, la droite reste spectatrice [Reportage]

Découvrir l'article

A La Une

10 septembre : l’échec du mot d’ordre « Bloquons tout », monopolisé par l’extrême gauche

Découvrir l'article

Politique

Mobilisation du 10 septembre : un Français sur deux la soutient, mais les fractures demeurent

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky