E Korsika zo bet savet ur gevredigezh anvet A Scopa (ar valaenn). Ganti e vez stourmet a-enep ar wokism er skolioù eus an enezenn, a-enep ar c’hevredigezhioù pro-jener hag a ra o fropagand er skolajoù pe liseoù war zigarez kelaouiñ ar re yaouank war ar sekselegezh. Liammoù a zo etre A Scopa hag ar Mossa Palatina, ar gevredigezh broadelour hevelebour savet gant Nicolas Battini.

Nicolas Battini en deus komzet gant rener al lise hag ensellerezh akademikel hag a lavar n’en deus ar gevredigezh-mañ tamm gratadur ebet evit lakaat he fri er skolioù, skolajoù ha liseoù.
Fuloret, prezidant C3S en deus lavaret ne oa bugel ebet an deiz-mañ. Siwazh, war ur podcast, unan eus an drag-queened a oa er sal an deiz-mañ a lavar ar c’hontrol evel a glever e-barzh ur video bet graet gant Nicolas Battini.
E Korsika e vez stourmet a-enep wokadur ar gevredigezh gant ar vroadelourien. Hag e Breizh ?
Crédit photo : DR
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine