Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Publicité

Un hentenn divyezhek brezhoneg-galleg a vo digoret er skol bublik Pauline gKergomard eus Gwiler-Leon (e gwalarn Brest) a-benn miz gwengolo. Embannet eo bet ar c’heloù d’ar 27 a viz genver gant ti-kêr Gwiler.

Ne vo ket an hentenn divyezhek-mañ an hini nemeti e Gwiler-Leon. Abaoe 20 vloaz e vez desket brezhoneg e skol brevez Santez-Tereza eus ar gumun. E-korf pemp bloaz eo tremenet an niver a vugale er c’hlasoù divyezhek a 65 da 103, memes.

Un emvod kelaouiñ a zo bet d’an 29 a viz genver evit displegañ d’ar familhoù intereset penaos ez a en-dro ar c’hlasoù divyezhek en deskadurezh publik.

Bremañ e vo labouret asambles gant an Ofis, ar rektorelezh, an ti-kêr hag ar skipailh pedagogel evit sevel an hentenn a-benn miz gwengolo. Ur c’hlas nemeti evit ar vugale ganet etre 2021, 2022, 2023 ha 2024 a vo da gentañ. Ha, ma’z a mat an traoù e vo digoret klasoù all.

Foto : ti-kêr Gwiler-Leon

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Setu ur menoz mat , gwel a ran ar skol en araok e oa e Bro Leon (arre-se a lâr Leoun!) ur skol kato evel-just.

  2. gwilhmod dit :

    Ar gevezerezh etre ar skolioù katolik (sanset) ha stadel a vroud ar skolioù stadel da labourat ar memes park. Domaj eo rak e lec’h all ez eus moaien digeriñ klasoù brezhonek ha ne reont ket.. Bremañ ma vez neubeutoc’h a skolidi eo kreñvoc’h ar gevezerezh.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.