« Terra Corsa, Terra Cristiana » : Ar re yaouank eus Korsika o tiskouez skouer vat !

Publicité

Sellit tudoù ar pezh a zo oc’h ober Korsiz yaouank. Sellit ‘ta ! Tud yaouank, broadelourien, o vanifestiñ o tougen gitonioù skrivet warno « Terra Corsa, Terra Cristiana ». Ijinit ar memes tra e Breizh gant hor « broadelourien » deomp-ni ? Dreist-holl an emsaverien yaouank, « treuz », gwregelour, LGBT ha tout. Sellit an diforc’h a zo etre Ghjuventù Independantista hag an UDB Yaouank da skouer ! Sellit pegen disheñvel eo Gouel Broadel ar Brezhoneg aozet gant brezhonegerien yaouank hag un emvod-meur eus ar Ghjuventù Independantista hag a zo A-GLEIZ sañset !

N’eo ket ur frailh hag a zo bremañ etre an emsaverien yaouank eus Breizh hag ar re eus Korsika, ur mor ne lavaran ket. Stourm a ra ar vroadelourien korsad en O yezh, evit O gizioù, evit O sevenadur, evit O feiz kristen ha katolik, evit O douar ha n’eo ket evit Palestin, ar repuidi, an LGBT, ar merc’hed yaouank kozh o-unan gant ur c’hazh pe wokisterezhioù a seurt-se. Gwir vroadelourien eo ar vroadelourien yaouank korsad, gaochisted o deus desket brezhoneg e Roazhon 2 eo ar vroadelourien yaouank breizhad, amañ emañ an diforc’hañs !

Kaeroc’h zo, e Bro-Gorsika, e vez ar re yaouank chouanoc’h ha mirouroc’h eget ar vroadelourien kozh. N’int ket ken kontammet gant sorc’hennoù an tiers-mondism pe ar wokism. N’o deus ket foutr-kaer eus Aljeria pe Palestin pe ar Venezuela pe me oar. Ha n’emaint ket o randoniñ war amzer alaouret « Korsika Atav » (hag un emsav broadelour a zo bet e Korsika er bloavezhioù 20 ha 30 koulskoude) pe war skridoù kozh Frañsez Debeauvais.

Korsiz int, korsegour, katolik ha difenn a reont O fobl, ha n’eo ket pobl ar re all. Ha bevañ a reont er bloavezhioù 2020 ha n’eo ket e 1920.

Gloar dezho ! Kemerit skouer, breizhiz yaouank kar-ho-pro !

[Petision evit miret kroaz Quasquara]

Illustration : Ghjventù Independentista
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “« Terra Corsa, Terra Cristiana » : Ar re yaouank eus Korsika o tiskouez skouer vat !”

  1. Grandjean dit :

    Enfin des gens qui ne se tordent pas le cou pour plaire à tout le monde. Ils sont chez eux, ils réagissent comme il faut pour défendre leur Corse

  2. NEVEU Raymond dit :

    Sinet eo bet ar skriven-goulenn ganin ha profou a vo goude! N’omp ket vont da jom berr dirag a re tu kleiz hag ar Bikoioù!

  3. Kervoas dit :

    Gant ma vo cheñchet penn d’ar vazh a-drugarez d’an Aotrou Beleg Divi Douarprad!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

Sociétal, Tribune libre

Autonomie de la Corse et demain de la Bretagne ? Sans définition de ce qu’est le peuple breton, rien qu’une coquille vide

Découvrir l'article

Histoire, Sociétal

« Colonna, une tragédie corse » : sur France 2, soixante ans de malentendus entre la Corse et Paris

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Patrimoine, Sociétal, Société, Tribune libre

Une manière simple d’instaurer rapidement la préférence nationale à l’emploi : demander le bilinguisme français-langue régionale aux nouveaux salariés ! [L’Agora]

Découvrir l'article

CARHAIX, Politique

Carhaix. Un colloque pour l’autonomie de la Bretagne ce samedi au Glenmor

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Korsika : Nazione war an tu diskar

Découvrir l'article

Economie

Assurance habitation : la Bretagne reste la région la moins chère de France, jusqu’à 55 % d’écart selon les villes

Découvrir l'article

Politique

Echos politiques

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Korsika : 70 penn embregerezh evit ar skolioù e korseg dre soubidigezh

Découvrir l'article

International

Korsika : ur strollad a vroadelerien yaouank a-enep an dramm, an harrelerezh hag ar wokism

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.