Ur pennad a oa bet skrivet war meur a vedia (Breizh-Info en o zouez) diwar-benn ar vedisinourez aljerian eus ospital Felger a oa lagad an holl warni abalamour d’un « diouer a varregezhioù ». Kaset e oa bet an afer dirak al lez-varn melestradurel ganti.
Goude ar pennadoù-se en deus bet an ospital hag e rener ul lanvad a gemenadennoù diplijus war ar rouedadoù sokial. En arvar bras eo an ospital ha lod ne gomprenent ket perak e oa bet leusket da vont ur vedisinourez pa’z eus un diouer mantrus a goskor.
Kaset zo bet ur « gwir da respont » gant David Chambon, rener an ospital evit sklaeraat traoù zo.
Da gentañ ne oa ket an Aljerianez ur vedisinourez hervez ar gwir gall, ur « c’hoskor o vezañ stummet » ne lavaran ket. En he bro e oa anavezet evel medisinourez marteze met e Bro-C’hall ne oa ket.
A-benn ar fin n’eo ket bet titlaet evel medisinourez abalamour d’he « diouer a varregezhioù » eme ar rener. Mod-se emañ ha kemeret eo bet an diviz-se evit mad ar basianted.
Savet he doa klemm an Aljerianez dirak lez-varn melestradurel Roazhon hogen dizarbennet eo bet d’an 8 a viz gwengolo.
Emañ atav an ospital o klask implijidi evit kreñvaat e c’hoskor met klask zo war tud barrek gant barregezhioù gwir ha n’eo ket dam-vedisined.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine