Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Publicité

Abaoe mizioù e oant o kampiñ e park Maurepas, e Roazhon. 183 repuad a zo bet dihunet diriaou beure gant un tropellad a boleserien ha CRSed a-raok bezañ kaset er-maez eus Roazhon. Kelaouet e oant bet a-raok.

Met pelec’h ? En o bro ? Arabat hunvreal tudoù kaezh, strewet e vo ar repuidi-mañ un tamm e pep lec’h e Breizh, evit ma vefe « pinvidikaet » ar muiañ a dud ar gwellañ. Hag Utopia 56 a zo er jeu ! Felger, Gwened ha Sant-Brieg o do o lod hervez un den eus ar gevredigezh. D’ar yaou e oa aet kuit ur bus gant 41 den e-barzh. Lod a vo kaset da Wened, lod all da Felger.

E Felger, n’eus ket tamm lojeiz ebet evito en deus lavaret an ti-kêr met lojet e vo 14 MNA (Minored diambroug) el leti Campanile memestra, amzer da servijoù ar stad ober ur « briziadenn ». Ouzhpenn d’ar 14 « minor »-mañ e vo kaset familhoù gant bugale da Felger ivez.

Ha tout-se a vo paeet gant Nicolas !

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Doue benniget! er Campanile 60 € ar gambr! Piv a vo mat evit paeañ? D’ar vuhanoc’h un taol balaen.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : brezel ar pretioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Immigration, Immobilier, Local, RENNES

Setu loc’het « redadeg al lojamant » evit ar studierien (memes ar re eus an tu-kleiz) !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.