Felger : 18 vloaz, serret o vleniañ ur c’harr-tan laeret

Publicité

A-boan dezhañ bezañ tapet e 18 vloaz eo bet serret o vleniañ ur c’harr-tan laeret ! Ar paotr-se eus Felger e reter Breizh a zo anavezet mat gant ar polis hag ar justis. Abaoe e oad tener e vez graet sotonioù gantañ. Met ne vir ket outañ da vezañ bet serret d’an 9 a viz ebrel ouzh stur ur c’harr-tan laeret. En oto-mañ e oa daou lampon all gantañ. Mont a rae buan, re vuan, e kreiz kêr ha remerket eo bet gant ar boliserien. Nac’hañ a reas chom a sav pa voe goulennet gantañ gant ar boliserien ha kroget ar poursu. War e lerc’h, daou garr-tan polis hag a zeuas a-benn da lakaat anezhañ da chom a-sav straed Anatole Le Braz a-benn ar fin. Etretant en doa stoket oto an hailhoned ouzh ur wezenn !

Serret eo bet ar paotr 18 vloaz hag aet kuit an daou all. Ar boliserien a zo o klask war o lerc’h.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : brezel ar pretioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Sociétal, Société

Felger : nullet eo ar « boum e kemmesk choazet » met…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : daou garr-tan aet da ludu (c’hoazh !)

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : lakaat tan en un den evit 1500€…

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local, Santé, Société

Ospital Felger : skarzhet eo bet ar « vedisinourez » aljerian

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Frossay (Bro Raez) : ur c’houplad taget e kreiz an noz gant « yaouankizoù »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : un tan lakaet en un ti. Met gant piv ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger (35) : un den kontellet

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.