Ospital Felger : skarzhet eo bet ar « vedisinourez » aljerian

Publicité

Ur pennad a oa bet skrivet war meur a vedia (Breizh-Info en o zouez) diwar-benn ar vedisinourez aljerian eus ospital Felger a oa lagad an holl warni abalamour d’un « diouer a varregezhioù ». Kaset e oa bet an afer dirak al lez-varn melestradurel ganti.

Goude ar pennadoù-se en deus bet an ospital hag e rener ul lanvad a gemenadennoù diplijus war ar rouedadoù sokial. En arvar bras eo an ospital ha lod ne gomprenent ket perak e oa bet leusket da vont ur vedisinourez pa’z eus un diouer mantrus a goskor.

Kaset zo bet ur « gwir da respont » gant David Chambon, rener an ospital evit sklaeraat traoù zo.

Da gentañ ne oa ket an Aljerianez ur vedisinourez hervez ar gwir gall, ur « c’hoskor o vezañ stummet » ne lavaran ket. En he bro e oa anavezet evel medisinourez marteze met e Bro-C’hall ne oa ket.

A-benn ar fin n’eo ket bet titlaet evel medisinourez abalamour d’he « diouer a varregezhioù » eme ar rener. Mod-se emañ ha kemeret eo bet an diviz-se evit mad ar basianted.

Savet he doa klemm an Aljerianez dirak lez-varn melestradurel Roazhon hogen dizarbennet eo bet d’an 8 a viz gwengolo.

Emañ atav an ospital o klask implijidi evit kreñvaat e c’hoskor met klask zo war tud barrek gant barregezhioù gwir ha n’eo ket dam-vedisined.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : brezel ar pretioù

Découvrir l'article

Politique

Sénatoriales 2026 en Ille-et-Vilaine : Gilles Pennelle tête de liste pour le RN

Découvrir l'article

FOUGERES

Terrorisme antifa à Fougères. Un commerce vandalisé parce que la femme du gérant figurait sur une liste RN

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Sociétal, Société

Felger : nullet eo ar « boum e kemmesk choazet » met…

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, FOUGERES, Histoire, Patrimoine

Fougères : la statue de l’abbé Bridel restaurée, hommage à une figure ouvrière et chrétienne bretonne

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : daou garr-tan aet da ludu (c’hoazh !)

Découvrir l'article

FOUGERES

Fougères : Prolongement de l’hébergement de jeunes migrants logés à l’hôtel aux frais des contribuables, le RN s’y oppose

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

FOUGERES, Local, Sport

A Fougères, ils créent un club de palet breton

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.