Brest : ur sac’had « patatez » prizius kenañ…

Ur baradoz eo kartchier Bellevue e Brest. Ur baradoz hag a weladennas ar boliserien d’an 19 a viz eost. Abalamour d’un afer a garr-tan laeret e Brest, adkavet e Lannuon. Evel e-barzh kanaouenn Jean-Luc Roudaut (ur c’hamion a vro Leon) ! Ar pezh zo, e-barzh ar c’harr-tan laeret e oa 12kg a gannab.

E Brest e oa penn an afer. E Bellevue. Ur wech erruet dirak dor ur ranndi ne c’hellas ket ar boliserien mont tre. Ne felle ket d’an den a oa e-barzh dibrenn an nor. Amzer d’ar boliserien kavout un alc’hwezer, e kasas ar paotr ur sac’h dre ar prenestr. Sac’h hag az eas gant un den a oa e-harz ar savadur hag az eas kuit gant e droterez. Petra oa ‘barzh ar sac’h ? Den ne oar.

Pa teuas a-benn ar boliserien da vont tre ar ranndi e kavjont ennañ muioc’h eget 10 000€ e bilhedoù. E pep lec’h e oa ! Mui armoù ha kartouchennoù. Ha serret an den.

D’ar 4 a viz du e oa ar paotr serret dirak barner Brest. Anavezet mat gant ar justis, n’eo ket ur werc’hez ez eo, ur penn-dramm ne lavaran ket.

Ha setu ar pezh a lavar d’ar barner. Ur penn-dramm eo. Ha c’hoari a ra ar vagerez gwechoù zo evit gwir drafikerien. « Met eñ n’eo ket un trafikour ». 14 menneg war e roll lez-varn, 10 anezhe evit aferioù dramm, Douetañsoù a sav e spered ar barner.

Klasket en deus e breutaer lakaat en arvar arguzennoù ar boliserien hag a lavar n’eo ket patatez a oa e-barzh ar sac’h kaset d’ur c’homper dre ar prenestr. Ken suspisionus eo ar boliserien a-wechoù, goût a rit…

A-benn ar fin eo bet ken suspisionus all ar varnerien : 2 vloavezh toull-bac’h evit an trafikour. Hep goursez.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Sociétal

Brest, vigie des mers : le rapport 2025 du MICA Center décrit un narcotrafic tentaculaire et des menaces maritimes qui se recomposent

Découvrir l'article

Environnement

Avec Argo Deep-6000, l’Ifremer sonde les abysses et étend l’observation de l’océan jusqu’à 6 000 mètres

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

BREST, Santé

À Brest, la clinique Keraudren ouvre les portes de la chirurgie robotique au grand public

Découvrir l'article

BREST, Culture & Patrimoine, LORIENT, Patrimoine

Le Musée National de la Marine : Plus de 655 000 visiteurs en 2025, avec des records à Port-Louis et Toulon

Découvrir l'article

A La Une, BREST, NANTES, Politique, RENNES

Municipales 2026 : Rennes, Nantes, Brest, trois métropoles bretonnes, trois scrutins sous tension

Découvrir l'article

BREST, Culture & Patrimoine, Patrimoine

L’Ordre de Malte du Ponant au Levant : les souvenirs de la doyenne de la rue Richelieu de Brest

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, Sociétal, Société

Hag ho po un tamm propaganda ouzhpenn ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local

Brest : ha c’hwi po un tamm propaganda ouzhpenn en UBO ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest (29) : « Tata » a oa e penn un trafik dramm

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.