Brest (29) : « Tata » a oa e penn un trafik dramm

Publicité

Perak mont da labourat bemdez war e vicher onest evit ur bennozh doue hag eñ dastumet arc’hant evel mengleuzier gant tud o trafikañ dramm. E « kartchier » Bellevue e Brest e oa bet diskoachet ur poent deal (ouzhpenn !) gant ar boliserien. E-barzh ur ranndi eus straed Kermenguy e oa kalz tud o tremen noz-deiz. Ha ne oa ket evit kannab pe lambig, evit heroin ha koko ne lavaran ket. Dre forzh evezhiañ al lec’h e komprenas ar boliserien penaos e veze aozet an trafik gant ar skipailh : daou pe tri den a oa e-harz ar savadur o c’hortoz ar pratikoù ha kerkent ha klaouet ar c’hlient e veze kaset d’an nec’h, er ranndi, da brenañ o dozenn.

Etre 25 ha 30 gwerzh a oa bemdez hag ar pennoù-dramm a c’helle koñsomiñ o foezon en dirri hag en hall mont tre. Strinkelloù e pep lec’h, ur gwir baradoz evit ar familhoù onest !

Pa tegouezhas ar boliserien da 6e mintin e oa ur pratik er ranndi dija o c’hortoz e zozenn. E-barzh ar ranndi e kavas ar c’hargidi koko, hero ha kannab. Bep eil deiz e veze livret ar skipailh gant ur marc’hadour e gros, ur gwir PME !

Ha piv a oa ar skipailh a-benn ar fin ? E penn an trafik e oa « Tata », ur vaouez, 38 bloaz. Evit he sikour, tri den all en o ugent ha tregont vloaz. « Tata » a oa anavezet mat ar « c’hartchier ». Gant he boutik e veze gounezet 1500€ bemdez evelkent !

Tata hag he c’homper pennañ a zo bet kaset d’an toull-bac’h da c’hortoz o frosez a-benn miz genver. An daou all a zo bet barnet buan : 12 mizvezh a doullbac’h gant goursez evit an hini 26 bloaz, C’hwec’h mizvezh gant goursez ivez evit egile.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Brest (29) : « Tata » a oa e penn un trafik dramm”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Pa oan bihan er vro din-me tout ar vaouez a oe deuet war an oad lâret e oa dezi moereb (tata), moer Margrit Kernaflen (ar bouloñjerezh), moer Mari an Dock -de l’Ouest – hag a verze limonad, ruz va lipoù gant al limonad, moer Alis hag a rei pesked, moer Ana sonn no sockoù vit kaout koef ur wir vigouden hag ur vaouez santel Mari Koek, ma mam gozh atao reizh.Den a verze louzou fall.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Politique

Revue de presse : la gauche éclatée, l’État local et la Bretagne dans le débat politique

Découvrir l'article

BREST

Odysséa Brest revient le 13 septembre pour sa 24e édition contre le cancer du sein

Découvrir l'article

Politique

Sénatoriales : Patrick Le Fur conduira la liste du Rassemblement National dans le Finistère

Découvrir l'article

Football, Sport

Éric Roy, le roi sans couronne qui avait fait de Brest un royaume

Découvrir l'article

Santé

Cancer de la prostate : le CFRO de Brest-Quimper-Morlaix adopte un test sanguin pour personnaliser la radiothérapie

Découvrir l'article

Sociétal

Lyhanna : Des milliers de Bretons dans la rue, entre douleur légitime et récupération politique de la gauche

Découvrir l'article

BREST, Sociétal

Brest : Reconquête ! et les « Parents vigilants » se mobilisent contre des animations LGBTQIA+ destinées aux enfants dans les médiathèques

Découvrir l'article

Environnement, International

Amsterdam interdit les fatbikes dans le Vondelpark : la capitale du vélo veut reprendre la main… sur ses espaces verts

Découvrir l'article

Economie

Assurance habitation : la Bretagne reste la région la moins chère de France, jusqu’à 55 % d’écart selon les villes

Découvrir l'article

BREST, Economie, Tourisme

Aérien : Transavia ouvre Brest-Séville et Rennes-Séville pour l’hiver 2026, et lance Nantes – Le Caire et Nantes – Cap-Vert

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.