Anavezet mat eo ar gevredigezh Mammenn e Bro Dreger ! Abaoe 25 bloaz e ra abadennoù evit ar brezhoneg, brezhoneg Bro Dreger evel just, ha kentelioù brezhoneg ha dañs, e Pañvrid (pe Pañvrid ar Beskont met an dud a lâr’ Pañvrid kentoc’h).
D’ar 15 a viz du e vo lidet an deiz-ha-bloaz-mañ gant ur fest er sal sociosevenadurel eus Panvrid. C’hoarioù Breizh a vo goude merenn ha kentelioù brezhoneg ha dañs. Da 7e noz e vo ur pred krampouez ha neuze fest-noz da heul. War al leurenn e vo Dañs ar jaze, Malrieu-Urvoy, Le Saint tad ha merc’h, Ollivier-Le Corre ha Kanerien Mammenn. 10€ ar pred, 7€ ar fest-noz pe 15€ evit an daou !
Tan de’i !
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine