Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Publicité

Abaoe 2021 ez eus ur filierenn divezhek brezhoneg-galleg e skol bublik ar C’houerc’had, e Bro-Dreger. Hogen, bez ez eus muioc’h a vugale er c’hlas nemeti ma vez desket brezhoneg d’ar mintin. 21 bugel a zo, eus Ar C’houerc’had evel just met ivez eus kumunioù tost. Ar gelennerez a oar brezhoneg evel just met ivez ar skoazellerez, ha se zo un dra ouzhpenn evit ar vugale, evit kalite an deskadurezh a vez roet dezhe. Ar pezh zo, ar skipailh a ziv vaouez a zo e karg eus eizh live ! Eizh live a dalv eizh kentel matematik bemdez, eizh kentel brezhoneg, eizh kentel skiantoù an douar, hag all evit ar gelennerez. Dibosubl eo da gaout kement a labour war an hir dermen evit ur c’helenner nemetken !

Ar skipailh pedagogel, tud ar vugale met ivez ar maer, Alan Garzuel, a reklem e vefe digoret un eil klas. D’al lun 15 a viz kerzu e oa bet pedet ar maer gant an ensellerez Laurence Drozdoff evit komz eus se.

21 bugel a oa er c’hlas betek-henn, ur 22vet hini en deus komañset e miz genver. Ma vez tizhet ar 25-26 bugel gant ar skol e vo digoret un eil klas, setu ar pezh a oa bet lavaret d’ar maer e miz kerzu.

Mankout a rafe 3 pe 4 bugel neuze. Evit ar re eus Bro-Dreger a fell dezhe e vefe komzet brezhoneg gant o bugel, setu arru eo poent kregiñ er pellgomzer pe er mail : [email protected]. 07 88 40 10 19 pe 06 72 46 37 66, pe Div Yezh Breizh : 02 56 35 51 21.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Eizh live??? Biskoaz kemend-all n’eo ket posubl! Piv a vije barrek awalc’h ha yarc’h beuz evit seurt dread?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.