Un arzourez a-enep an « diforc’hidigezh pozitivel » mod gwregelour war leurennoù ar festoù-noz

Publicité

E Pluwen, e Bro-Fouen’, ez eus bet aozet ur fest-noz « 100% merc’hed » d’an 29 a viz du. Hag ur choaz e oa ! Ne oa ket dre zegouezh evel a c’hoarvez gwezhoù zo, nann. Kar festoù-noz gant merc’hed nemetken war al leurenn a vez aozet ingal e Breizh. Hag al lodenn vrasañ eus an dañserien ne verzont ket an dra-se memes kar, e Breizh, ne vern piv zo o kanañ pe o seniñ, gant ma vez dañsapl an ton !

Caroline Faget a zo ur sonerez hag ur gelennerez piano o chom e Penn-ar-Bed ha setu ar pezh he deus embannet war he fajenn Facebook diwar-benn fest-noz Pluwen.

Meuleudiñ a ra e galleg ar « COMPLEMENTARITE » er fest-noz ha rezon he deus evel just. Paotred pe merc’hed a zo bet a-holl viskoazh asambles war leurennoù ar festoù-noz hag un dra vat ha normal eo. N’eus tamm « sujed » ebet amañ.

Met gwregelourezed zo o deus c’hoant da vont pelloc’h c’hoazh : evit pediñ ur vaouez bremañ e ranko aozerien ar festoù-noz kavout un doare da ziwall bugale ar sonerez/kanerez ! Setu ar pezh a vez goulennet dija gant gwregelourezed zo !

Petra a c’hoarvezo d’ho soñj : ne vo ket pedet ar mammoù da ganiñ er festoù-noz ken gant aon da vezañ rediet d’ober war-dro o bugale. Pe pedet e vo sonerezed vrudet nemetken gant aozerien festoù-noz bras ha dilezet e vo ar re a grog gant ar vicher. « Oh homañ he deus bugale yaouank, arabat pediñ anezhi, ni ‘ranko ober war o zro ! »

Ha petra vo goulennet bremañ gant ar merc’hed a-raok sinañ ur c’hevrad gant un aozer fest-noz bennak : « ha bugale « teus ? »

Er festoù-noz evel er gevredigezh a-bezh, stultennoù ha reklemoù diboell an nevez-gwregelerezed a lak diaes an holl merc’hed ‘m eus aon.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Evenements à venir en Bretagne, Guérande, LA BAULE

Batz-sur-Mer (44). Nuits Salines 2026 : une édition très bretonne du 24 au 26 juillet

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne, Guérande, LA BAULE

Guérande (44). Celtiques 2026 : la Bretagne en fête du 7 au 9 août [Vidéo]

Découvrir l'article

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine, Religion

« Catholiques et Bretons toujours » : Avec l’âme des pardons, Philippe Abjean appelle à la résistance [Interview]

Découvrir l'article

Dinan, DINARD, E brezhoneg, Local, Sociétal, Société

Ha c’hwi po un tamm propaganda didrevadennour-gwregelour e Sant-Kast ?

Découvrir l'article

Sociétal, ST-BRIEUC, Tribune libre

Brasserie Kerfave, Canon français… : Quand cessera-t-on d’accepter qu’une minorité hystérique dicte sa loi et terrorise la majorité silencieuse ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Local, Patrimoine

Kan ar Mein . Pêr Vari Kervarec en tournée bretonne et au-delà : Une cinquantaine de dates, d’avril 2026 à janvier 2027

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Ur c’henstrivadeg Sonerezh Breizh evit ar liseidi e Lannuon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, MORLAIX, Sociétal, Société

Montroulez : D’an 28 a viz meurzh un atalier skrivañ e brezhoneg « evit ar merc’hed nemetken »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine, PONTIVY

Kan ar Bobl 2026 : à Pontivy, la grande fête du chant et de la tradition bretonne est de retour

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, ST-BRIEUC

Disadorn e Porzhig, un « arpentaj gwregelour »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.