Pleuwigner (Bro An Alre) : labourioù ar greizenn gomers arestet get ar prefed

Barboterezh a vo c’hoazh ‘ba Pleuwigner e Bro An Alre a-c’houde diviz ar prefed, me lâr’ deoc’h : arrestet zo bet getoñ labourioù kreizenn gomers ar Bod Deveneù ! Reve eñ n’eo ket bet lakaet e pleustr an diarbennoù aveit an natur hag ar loened warezet bet prometaet get an embregerezhioù. Ar a hañval en deus asantet ar penngaser, da lavaret eo Super U, en doe fariet d’e zever. E miz mae 2024 en doa komañset ar chanter, ar pezh a dalv n’eo ket achu getoñ ! Ha piv a baieo an embregerezhioù hag ar labourerien durant ar prantad ma vo arrestet an traoù ?

Ha ‘b’ar gêr emañ ar re aveit ar greizenn hag ar re a-enep prest d’en em chaokiñ ! 11 prosedur a zo da vout imbourc’het get tu-mañ-tu. Ag un tu eh eus darn é lâr e vo paouraet bourk Pleuwigner ha lakaet en dañjer spesadoù loened zo hag ag an tu arall e vez lâret e yay kuit ar c’homersoù ‘b’ar c’humunioù arall ma ne vez kavet savet ar greizenn. Ha kollet e vo implijoù ‘ba Pleuwigner a lâront.

Aveit poent eh eus bet gouniet un emgann get ar re gentañ. Da c’hortoz ar pezh a zay goude !

Illustration : Prefeti ar Mor Bihan
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

Div Yezh : trouz e Pleuwigner (56) !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky