Petra ri ? Philippe Vandel, pimpatrom ar bobo parizian, a gred c’hoazh ez eus tud dizesk e Breizh, labourerien eus an agroboued pa lavarin mat. En atersadenn-mañ e kadarn ar pezh en doa lavaret Emmanuel Macron e miz gwengolo 2014 diwar-benn labourerien Gad eus Lambaol-Gwimilio : « merc’hed o labourat en embregerezh-mañ, tud dizesk al lodenn vrasañ anezhe ».
Tud dizesk, tud ha ne ouaront na lenn na skrivañ e Breizh ? Bretoned ha ne lennont ket Ouest-France pe An Telegram bep mintin ? Gaou ! Biken erbed !
Piv a gred an dra-se ? Piv a gred ez eus c’hoazh bagadoù a dud dizesk e-barzh ur vro m’o deus ar bacho tout an dud pe dost ?
N’eus ket nemet boboed eus Paris, « Kêrboubelenn », a c’hell krediñ an dra-se. Memes ar paourkaezh Philippe Vandel, hag eñ dimezet gant ur vreizhadez ! Met piv eo ar re zizesk a-benn ar fin pa lenner ha klever seurt sotonioù war ar chadenn Public Sénat, ur chadenn sirius sañset ? Philippe Vandel a c’hell dibunañ e gonchennoù trankilik hep ma vefe tañset gant ar gazetennerez. Biskoazh !
Illustration : Public Sénat
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine