Ur vroadelouriezh vreizhat nevez da ijinañ [L’Agora]

Ganet eo ar vroadeloureizh vreizhat diwar ar stourm e-enep Bro-C’hall. A-enep Paris. A-enep gallekadur Breizh. E fin an XIXvet kantved e oa Breizh kozh o cheñch, o koll he yezh (yezhoù a lavaro lod), O koll he gizioù hag he spered broadell. E penn kentañ e oa ur vroadelouriezh romantek ar vroadelouriezh vreizhat, kaset ha kanet gant ar « geltomaniaked » a-raok treiñ da vroadelouriezh politikel ha yezhel goude ar Brezel Bras ha neuze ekonomikel ha sokial goude an Eil Brezel.

Ha piv e oa an enebour d’ar mare-hont ? « Paris », « ar prefed’, « an tele e galleg », « ar C’hallaoued pinvidik », « ar galleg ».

« Ar C’hallaoued er-maez », « Breizh dieub », « e brezhoneg mar plij » a veze taget war ar mogerioù, ar panelloù hag ar pontoù. Hag ul lodenn eus Pobl Vreizh a oa a-du ganeomp. Gant ar vroadelourien. « Ar Barizianed er-maez » a gleved war genoù eus tud ar vro bep hañv.

Met an traoù o deus cheñchet.

An enebour pennañ : ar Ramplasiñ Meur

Bremañ eo erruet poblañsoù all en hor bro. Poblañsoù ganto o gizioù, o yezhoù, o relijion, o doare da vevañ. Ha muioc’h-mui ez eus lanv. Ul lanv a gasoni etre ar c’humuniezhoù. A daol-spont da daol-spont. A daol kontell er straed da daol kontell. A vouchouer da vouchouer ivez.

Dav eo d’ar gwir vroadelourien difenn o fobl. Gwechall e kredemp mui pe vui e vefe bet kaset, un deiz bennak, ar c’hirri houarnet e straedoù Breizh. « Evit damisaat ar Vretoned ». Evel e Belfast kea ! Hon « Huñvreoù kaer » e oa. Kaout ur « Sul Fask 1916 » bennak e Breizh !

Met n’eo ket tamm ebet ar pezh a zo c’hoarvezet. E 1927 pa oa bet savet ar PAB (Strollad Emrenour Breizh) hag a droas da bPNB goude, e krede an emsaverien e vefe troet e-giz se an traoù : ar Vretoned hag ar C’hallaoued tal-ouzh-tal.

Kant vloaz warlec’h e kredan e vo ar Vretoned hag ar C’hallaoued dorn-ouzh-dorn ha n’eo ket tal-ouzh-tal. Dorn-ouzh-dorn a-enep en enebour nevez. Un enebour ha ne oa ket anv anezhañ e 1927 : ar Ramplasiñ Meur an hini eo.

Dorn-ouzh-dorn rak kalz krizoc’h eo an enebour nevez eget an hini kozh. Aze, n’eo ket gallekaat ar Vretoned a fell dezhañ ober, ramplasiñ anezho ne lavaran ket. Hag evit hen ober en deus « inosanted talvoudus » evit sikour anezhañ betek en Emsav. Bremañ e c’heller lavarout eo an Emsav Breizhad (eus an tu-kleiz) un tamm eus ar gudenn. Pa tarzho ar brezel diabarzh da vat, da be tu ez aio henn-mañ-henn ? Da du Pobl Vreizh pe da du an islamo-gaochism ?

Ha ni ? Pa tarzho an traoù er c’hêrioù ? Ma vez savet milisoù pe strolladoù emzifenn, gant piv ez aimp evit difenn ar Vretoned ?

Rak, bremañ, peseurt doare kemenadennoù a lenner bemdez goulloù war ar rouedadoù sokial ? Kemenadennoù a-enep « ar C’hallaoued », « ar Prefed », « ar soudarded c’hall o patrouilhañ e straedoù Breizh ? » N’eo ket evel just. Ar Vretoned o deus aon evit o amzer da zont, evit o merc’hed, evit o gizioù rak poblañsoù all. Ha n’eo ket ur ral klevet Bretoned o reklem muioc’h a boliserien, a archerien evit gwareziñ ar bobl. Hag ur bern Bretoned en em santout a ra « Ha breizhad Ha gall » ha n’eo ket breizhad hepken.

Ha ma… pell emañ ar bloavezhioù 2020-2030 eus ar pezh hon eus huñvreet pa oamp yaouank. Ha pelloc’h c’hoazh eus ar pezh o doa huñvreet emsaverien ar PNB.

Ur vroadelouriezh nevez da ijinañ

Setu perak ez eus ur vroadelouriezh breizhat nevez da ijinañ.  E Bro-gKorsika e vez goveliet ur vroadelouriezh korsad nevez gant Palatinu ha Nicolas Battini rak hemañ en deus komprenet o doa cheñchet an traoù en e vro. Doareoù stourm nevez a zo da ijinañ ivez. Gwechall e veze savet strolladoù kuzh ha lakaet bombezennoù « evel e Bro-Iwerzhon pe Bro-Euskadi », bremañ ez eus arnodoù evel Orania, e Afrika-ar-Su, ma c’hell ur gumuniezh bevañ en he yezh, hervez he reolennoù dezhi, e kreiz un endro enep…

Poent eo cheñch penn d’ar vazh tudoù. Ur vroadelouriezh vreizhad nevez a zo da ijinañ. Emglevioù nevez a vo d’ober. Echu gant mare an Tier-Mondism. Echu gant an « emglev naturel » a oa etre an Emsaverien hag an emsavioù republikan eus Bro-iwerzhon pe an abertzaleed eus Bro-Euskadi. Gaochisted, wokisted int holl ! Emaint holl e-barzh ar gudenn da ziluziañ.

Met hag e vo dav deomp kenlabourat gant an RN pe Reconquête ? War an dachenn eo ar pezh a c’hoarvez dija, sur ha n’eo ket marteze. Met jakobined a zo er strolladoù-se. N’eus ket moaien kenlabourat gant Jean-Philippe Tangy da skouer rak ur Jakobin eo. Ha Marine ? Ha Jordan Bardella ? Ne oaran ket. Ar pezh zo sur : ne c’hellomp ket ober evel ma ne vefe ket eus an RN ha Reconquête. Hag un dra all a zo sur : N’eo ket Bro-C’hall an Trede Republik, ar Vro-C’hall eus ar « Greuzeul Republikan » lik ha divlaz bezañ ur respont d’ar « bommerang identiter » a zo Bro-Frañs o tapout en he fas. E pep lec’h en Europa eo ar memes tra : Dav e vo d’an Europeiz adkavout o gizioù, o relijionoù, o identitelezhioù gwir, o yezhoù evit talañ ouzh ar Ramplasiñ Meur.

Echu gant mare ar Romantelezh

Bezan « Gall » n’eo ket a-walc’h bremañ. Dav eo bezañ « Breizhad/Euskarad/Pikar/Korsad » HA « kristen » HA « Mod kozh ». HA « diwar ar maez » marteze. Hag amañ emañ hon erv me gav din. Ur vroadelouriezh nevez. Identiteloc’h. Digor e spered war ar relijion. Ha digoroc’h ivez war an « identelezhioù hengounel gall », an « teroueroù ». Ha pa ne vefent ket o stourm « a-enep Paris » evel an Euskariz pe an FLNC » evel ma oa kont betek-henn.

Gwir eo n’eo ket ken romantel ha gwechall. Met bremañ emañ echu gant mare ar Romantelezh ‘m eus aon. Ha n’on ket mui amzer da vezañ « romantel ». Emañ ar brezel o tont. Ha n’eo ket ur brezel a-enep Poutine e tarzho ‘m eus aon.

Jean-Luc Remond

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique, Sociétal, Société

Perak eo deuet an Triliv da vezañ un arouez a spered digabestr ha n’eo ket mui ar Gwenn-ha-du ?

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire, Politique, Tribune libre

Quand le PNB/Breiz Atao deviennent des références pour la gauche antisémite [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

Bretagne, identité, Yann Fouéré…Le 74ème numéro de la revue War raok vient de sortir

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Redadeg 2026 : la grande course pour la langue bretonne reprend son élan entre Lannion et Nantes

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine

Rozenn Milin présente ISTOR à Plogonnec : un nouveau portail pour raconter la Bretagne autrement

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Hag ul levr benelour (all) e brezhoneg !

Découvrir l'article

A La Une, CARHAIX, International, Local, Société

Salon du livre de Carhaix : Les islamo-gauchistes se paient le militant Kabyle Ferhat Mehenni, président d’honneur

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Manifestadegoù evit an Adunvanidigezh : Kafka e Breizh

Découvrir l'article

Local, PONTIVY, Tribune libre

Kan ar Bobl : les associations pour le breton aux abonnés absents [L’Agora]

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

PNBgate : quand le Mouvement Breton se roule dans le ridicule [L’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.