Perak eo deuet an Triliv da vezañ un arouez a spered digabestr ha n’eo ket mui ar Gwenn-ha-du ?

Publicité

E pep lec’h e weler bannieloù triliv taget, tresadennet ha staget. Dindan pont An Oriant. War mogerioù Erger-ar-Mor hag e-barzh muioc’h-mui a jardrinoù. E Bro-C’hall met ivez e Breizh.

Gwechall e oa ar Gwenn-ha-du pe ar BZH a-dreñv an otoioù a oa arouez ar speredoù digabestr, arouez ar pennoù ravoltet. Bremañ eo an Triliv.

Kar n’eo ket mui ar Gwenn-ha-Du arouez Breizh, arouez an emsav breizhad eus an tu-kleiz ne lavaran ket. Arouez ar wokism BZH, a seurt ma weler bremañ e Gouel Broadel ar Brezhoneg hag e standoù feminist. Lod o deus adlivet ar Gwenn-ha-du gant al livioù LGBT zoken. Pec’hed lous, mezhus ha vil ! Met n’eus ket bet lavaret grik gant an Emsav. Arabat reiñ da grediñ e chomfe blaz Breiz Atao gant an Emsav a-vremañ, « Lammat a-raok e skeud », atav ‘giz atav.

Setu perak eo deuet da vezañ an Triliv banniel ar Rezistañs. Rezistañs a-enep an Aloubadeg (ha n’eo ket hini ar « Barizianed pinvidik war hon aodoù » evel ma lavar an Emsav), rezistañs ouzh ar wokism, rezistañs da vMacron, da LFI, da Sandrine Rousseau.

Peogwir eo bet lakaet an Triliv da vezañ « faskour » gant an tu-kleiz LFI e vo gwellet muioc’h-mui a vannielloù triliv e Bro-C’hall ha betek e Breizh ‘m eus aon.

Ur c’harg simbolek en deus gounezet o Zriliv. Ur c’harg simbolek en deus kollet hor Gwenn-ha-du. Rak deuet eo an Emsav da vezañ ur rann eus ar Sistem. N’eo ket an Emsav ouzh ar stur e kuzul rannvro pe departamant ebet, met, abalamour d’e vennozhioù wok ha gaochist emañ lakaet da « zalc’her sac’h » ar matris gant an dud, gant ar bobl. Gant ar re arruet skuizh gant « polis ar speredoù hag al lavar ».

Setu c’hoazh ur brouenn all eus wokism an Emsav hag a ro brud fall d’hor Gwenn-ha-du : Karantez Vamm, ar film diwezhañ produet e brezhoneg ha sevenaet gant Justine Morvan. Petra eo pitch d’ar film d’ho soñj ? Div vamm, lesbianez, o deus ur bugel ha pemp ha pevar ha gnagnagna. Trawalc’h gant se ! Trawalc’h ! Arruet eo skuizh tout an dud gant ar wokism, Me too, an LGBT+++++, an divroidi hag all hag all. Trawalc’h !

Evit ma vefe hor Gwenn-ha-du arouez ar speredoù digabestr, banniel ar ravolt a-enep ar sistem en-dro e vo dav d’ar speredoù dieub gwintañ anezhañ en-dro. Ha sevel ar ouel ! Gouel bag ar vorlaeron !

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Perak eo deuet an Triliv da vezañ un arouez a spered digabestr ha n’eo ket mui ar Gwenn-ha-du ?”

  1. Hervé Brétuny dit :

    Ar gwenn ha du a zo deuet ur banniel a spered rejional , « ofisialiset » gant ar ranvro 4 departamant, penaoz e c’hallje bet chomet ur banniel evit frankiz ? ar gwen ha du zo chomet ur banniel a frankiz ha « rebel » e liger atlantel nemetken .

    Mon analyse est un peu différente : le drapeau breton a été régionalisé par la petite région bretagne, il s’est fonctionnarisé, mettre un drapeau breton est complètement anodin et l’arborer dans une fête devient maintenant plus un signe de beaufitude qu’autre chose .

    Le drapeau breton reste rebelle en …Loire-Atlantique car quand même bien ostracisé par la bien pensance.

  2. Lukaz dit :

    Pegen gwir eo !

  3. Yvette dit :

    Merci, vous m’avez motivée à aller voir le film L’amour maternel. Votre avant dernier paragraphe est une belle preuve d’intolérance. À l’inverse on pourrait dire aussi « ça suffit ! Tout le monde en a marre des beaufs, des masculinistes, des machos, des rétrogrades++++ ».

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Réunification

Skol an Emsav a dap he fegement evit netra

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Rakvotadeg Demokrat er Michigan : an tu-kleiz amerikan o vlaziñ

Découvrir l'article

International

Dans les Balkans, j’ai retrouvé l’Europe

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Réunification

Pour ha triñchon evit superterion Mélenchon eus an Emsav goude prezegenn Brekilien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Sociétal, Tribune libre

Autonomie de la Corse et demain de la Bretagne ? Sans définition de ce qu’est le peuple breton, rien qu’une coquille vide

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.