Votadegoù-kêr : Diwan en deus kaset ur goulennaoueg da dout al listennoù war-bouez…

« Gant an dilennadegoù-kêr o tostaat e embann Diwan ur c’houlennaoueg diwar-benn ar c’helenn dre soubidigezh e brezhoneg ha diwar-benn plas ar yezh er politikerezh-kêr. Kinniget eo d’an holl listennoù war ar renk war-bouez re an tu dehoù pellañ. » he deus embannet ar gevredigezh e-barzh ur gemenadenn kaset war ar rouedadoù sokial d’an 20 a viz kerzu 2025.

« Ar pal eo dastum engouestloù resis a c’haller gwiriañ hag a glot gant tachennoù plediñ ar c’humunioù hag an etrekumunelezhiioù, peurgetket.

Moaien e vo d’an dilennerien mont war lec’hienn internet Diwan evit kaout elfennoù devoudel a-raok votiñ. Degemeret e vo respontoù al listennoù d’ar c’houlennaoueg betek an 31 a viz Genver.

Kas a ra soñj Kevread Diwan d’an holl eo liammet e ziorren gant divizoù lec’hel evit un darn hag eo dazont ar brezhoneg afer an holl. »

Met a-raok klozañ war he fennad, setu ar pezh a gred embann ar gevredigezh :

« Evit klozañ e embann Kevread Diwan c’hoazh n’eo ket e zalc’h strollad ebet, na prederouriel, na kredennel, na politikel na sindikadel h.a, ha kement-se diouzh e garta embannet e 1977. »

Ha penaos e c’heller krediñ e se pa lenner uheloc’h n’eo ket bet kaset ar c’houlennaoueg da listennoù an RN pe Reconquête tra ma oa bet kaset d’al listennoù soutenet gant LFI. Ha jakobin-tout hag enep-breizhad ar strollad !

Peseurt yezh pe yezhoù a vo komzet e Breizh pa vo « kreolizet » da vat hor bro ? Marteze e vefe errruet poent cheñch al lojisiel gaochist e-barzh Diwan, blaz an tiers-mondism hag ar gaochism eus ar bloavezhioù 80 ha 90 gantañ.

Foto : Diwan

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Votadegoù-kêr : Diwan en deus kaset ur goulennaoueg da dout al listennoù war-bouez…”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Me a gav brav ha dispar ar Garta ‘n un ostaleri araok debriñ. Da gentañ tout ar re emaint o klask brezhoneg er skol ar re se dre (dle) paeañ ar skol! Evel kerent ar skolidi er skolioù katolik. N’e ket ‘ta! Ar gwelloc’h skol kof ar vamm! Hag ar familh en’dro d’ar vamm o kaozeal e brezhoneg!

  2. Sal1n dit :

    Goût a rit petra a vank da Vreizh ? skolioù libr, digabestr tout diouzh krabanoù ar gouarnamant.

  3. RAYMOND NEVEU dit :

    Perag n’eus ket tudigoù all evit respont amañ meur a unan vefe kad… lakait un tamm cheu (ambiance/reuz) amañ.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, GUINGAMP, Local, Société

Achu gant Diwan Boulvriag

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

À Paris, une vente caritative aux enchères au profit de Diwan le 7 février

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Politique

UDB An Oriant : hag a gendalc’h ar romant-kazetenn…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Diwan Boulvriag en dañjer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Thomas Guénolé, ur frañmasoñ evit dougenn ar c’hanab hag an togoù-touseg halukinogen el lezenn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON

Plesei (44) : Ur gumun emveret ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Tu-kleiz : setu ar c’hiz nevez, goude ar Palestin, ar Venezuela !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International, Religion, Société

Bro-Gorsika : Palatinu a brof ur c’hraou Nedeleg da di-kêr Bastia

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.