Tu-kleiz : setu ar c’hiz nevez, goude ar Palestin, ar Venezuela !

Publicité

Setu, kavet en deus an tu-kleiz pellañ un askorn nevez da grignat : Nicolas Maduro hag ar Venezuela. Ar memes re a oa o tibunañ er straedoù evit ar Palestin ‘zo vont da dapout krog en uhelgomzer en-dro evit ar Venezuela ar wezh-mañ. Hag evit bezañ diouzh ar c’hiz e heulio ar re yaouank eus Roazhon 2 ar pardon nevez, moarvat. Lakaet e vo ar c’heffieroù palestinian en armel ha gwisket dilhad liv ar banniel venezuelian warno. Hag ur meurlarjez ouzhpenn o tibunañ e straedoù Roazhon !

En tu-kleiz ez eus ur seurt pavloverezh hag a dro da gleñved spered : seul daol ma vez ur strolladig bennak oc’h entaniñ evit ur gaoz bennak e soñj ar re all eo ret heuliañ ar pardon. Rak kevezerezh ha gwarizi a zo etre tout ar strolladouigoù-mañ. Hag aon da c’hwitañ war un daol bennak. Ur gaoz nevez hag a « savfe an dud », ar « fulenn » (hag a enaouo an tan-gwall » hervez ar saoznaj gaochist). Ar pezh zo fentus en afer-mañ eo trubarderaj ar gaochisted : pa oa bet embannet gant Trump e oa echu gant an « emmelouriezh amerikan » ne oa ket mat d’an tu-kleiz. Ar Stadoù-Unanet a oa sañset kenderc’hel da baeañ da viken ar programoù « LGBT friendly » pe « a-enep cheñchamant an hin » e Costa-Rica pe e Palestin dre hanterouriezh an USAID. Hogen, pa glask Donald Trump en em emelliñ eus un dra bennak e Venezuela (hag a gas bagadoù a gokain ha drammoù all er Stadoù-Unanet, hag a labour gant enebourien ar Stadoù-Unanet, …) n’eo ket mat d’an tu-kleiz kennebeut. Hag e grede an tu-kleiz eo Washington ur seurt « ober a drugarez » evit tout ar gaochistajoù eus ar bed ?

Hag entanet e vo pobloù ar c’hornôg gant tonkadur Nicolas Maduro ? Ne soñj ket din. Entan e vo pa vo graet war-dro problem an enbroadeg, ar surentez hag ar galloud-prenañ, ya. Met ne ra ket foutr an dud eus Maduro hag ar Venezuela evel ne raent ket foutr eus ar Palestin a-raok.

An tu-kleiz, eus e du, a zo vont da genderc’hel da vanifestiñ. Evel boaz. Evit ket ha netra. Ha krediñ a raio atav e soñj tout an dud eveltañ. Krediñ a raio e pleg tout an dud dirak e sarmonioù.

Betek ar votadeg kentañ !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International

Cuba : « Tout le monde est fatigué du régime, y compris les militaires » — José Daniel Ferrer annonce l’imminence d’une intervention américaine

Découvrir l'article

Sociétal

TVL passe au crible une semaine d’audiovisuel français : entre publicité déguisée, appels au boycott et désinformation organisée

Découvrir l'article

International

Trump veut transformer le Venezuela en 51e État américain, l’Amérique latine sous le choc

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Tribune libre

Perak stourm evit dibrizonañ Christophe Gleizes ? [L’Agora]

Découvrir l'article

DOUARNENEZ, E brezhoneg, Local

Douarnenez : rakstal boutikoù ar PCF hag ar PS « adlivet » gant kamaladed

Découvrir l'article

International

Venezuela sans Maduro : stabilité de façade, démocratie en attente

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, RENNES

Roazhon : ur dibenn-sizhun wok ha nec’hus

Découvrir l'article

International

Cuba : 1 197 prisonniers politiques recensés fin 2025, dont 32 mineurs, selon une ONG

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Thomas Guénolé, ur frañmasoñ evit dougenn ar c’hanab hag an togoù-touseg halukinogen el lezenn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON

Plesei (44) : Ur gumun emveret ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.