Servijoù zo a c’hellfe bezañ serret buan memes : ar vammelezh (an ti poupon) hag ar surjianerezh. Hogen, 80 000 anneziad eus Bro Ankiniz a brofit eus ar Chel. Pelec’h ez aio ar re-se ma vez serret anezhañ ? E Naoned pe Añje ma vo gortozet un emgav e-pad mizioù ?
E 2024 33 000 c’huzuliadenn a zo bet graet e ospital Ankiniz. Ma vez kaset an dud-se da Naoned pe Añje e vo beuzet an daou ospital-mañ d’o zro.
Ur petition evit difenn an ospital, servij publik evit an holl, a zo bet lakaet en-linenn. 6301 den o deus sinet anezhi dija.
Dirak stasion Loti (Ankiniz) da 10e e krogo ar vanifestadeg d’ar 07 a viz meurzh.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.