E Bro-Alzas n’eo ket bet graet e doull gant an RN er votadegoù-kêr eus ar 15 a viz meurzh. Pell eus ar sifroù en deus tizhet e lec’hioù all, emañ ar strollad lepenour en e izelañ e Strasbourg (7%), Haguenau (10,52%), Selestat (14,69%), Mulhouse (11,20%) hag e meur a gêrioù ha kêriadennoù all eus an Alzas.
Met petra zo c’hoarvezet eta ? En Alzas n’eo ket bet loñket ar rannvro « Reter Meur » m’eo bet beuzet an Alzas enni gant ar gouarnamant Hollande/Ayrault. Hogen, lavaret e oa bet gant an RN en defe adroet d’an Alzas he statud a rannvro ma errufe e penn ar vro.
Badadao ! D’ar 7 a viz ebrel e vo votet gant an deputeed hag e vo tennet an Alzas eus ar Reter Meur pe get. Ha da reiñ d’ar strollegezh european Alzas ur statud a rannvro hag a zepartamant. E berr komzoù : ur statud a strollegezh lec’hiel emren war patrom Korsika (gant kalz nebeutoc’h a c’halloudoù avat). Ur danvez-lezenn a vo prezantet an deiz-mañ gant 87 depute a bep liv politikel. E penn kentañ e oa bet lavaret gant uhelidi eus an RN en Alzas e vefe votet al lezenn. Hag a-benn ar fin eo bet lavaret ar c’hontrol gant Laurent Jacobelli ha Christian Zimmermann, kuzulier rannvro RN, n’eus ket pell zo.
Fuloret eo an emsaverien emrenour, dreist-holl ar re eus an tu-dehou hag a huch pa ma c’hellont war « jakobinerezh an RN ».
Ha koulskoude e 2022 e oa bet prezantet un danvez-lezenn gant Laurent Jacobelli evit...ma’z afet kuit an Alzas eus ar Reter Meur !
Met an danvez lezenn prezantet e miz ebrel n’eo ket unan kaset gant ar RN, ar pezh a chal ar sez e Paris moarvat.
A-raok digleizourañ Bro-C’hall, ret e vefe dijakobinourezaat an RN, me gred !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.