Pierre-Yves Cadalen (LFI Brest) en deus kavet un digarez da chaokat e c’hennoù er Vodadenn Vroadel

Publicité

D’ar yaou 22 a viz genver e voe trouz er Vodadenn Vroadel diwar-benn an Islam hag an heñvelrevidi. Hervez Laurent Jacobelli, ar c’hannad RN eus ar Mozel, « ma fell deoc’h labezañ an heñvelrevidi votit evit LFI ! »

Piv a c’hell lavar ar c’hontrol, lârit din ?

Pierre-Yves Cadalen, kannad LFI eus Brest en deus fardet war ar mikro evit lakaat war-raok e « zurc’hadur revel » p’eo diouzh ar c’hiz da vezañ paotr an douar melen ha da c’hoari ganti evit gouneziñ mouezhioù nevez. Hervez paotr Brest, e zurc’hadur dezhañ a zisammfe LFI eus tout he fec’hedoù hag he dislavarioù.

Er Vodadenn Vroadel ne lavar ket kalz a draoù Pierre-Yves Cadalen er-maez eus kengor an aferioù diavaez m’eo ezel anezhañ. Ha c’hoazh, er c’hengor-mañ, setu un tañva eus ar pezh a lavar Cadalen : amañ (diwar-benn mare an nazism), amañ (mare an trevadenniñ) hag aman (ar c’harbo-faskouriezh). Atav ar memes randonennoù… Pelec’h emañ ar gannaded komunour eus an amzer gwechall hag a oa mouezhioù dedennus anezho en divizoù.

Met aet eo pelloc’h un ezel all eus ar Frañs Disuj, Gabrielle Cathala, pa lavaras e vefe mat terriñ statud ispisial an Alzas-Loren peogwir ez afe a-enep lezenn 1905 (pa ne oa ket an daou diriad-mañ e Bro-Frañs). Ha piv a savas e mouezh a-enep ar brezegenn laikard-mañ ? Ar c’hannad RN Théo Bernhardt, kannad eus an Alzas anezhañ. An RN o tifenn ur statud a emrenerezh rannvroel ? Mont a ra an traoù war-raok er « Parti » ! Hag e vo reklemet ar memes tra e Breizh gant Gilles Pennelle ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Pierre-Yves Cadalen (LFI Brest) en deus kavet un digarez da chaokat e c’hennoù er Vodadenn Vroadel”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Va Doue Benniget « paotr Yann » Pennelle ar paotr Diepp, pokez krapitoulik ar RN, tra vat da c’hortoz gant ar chañtilhon-se. Ha Cadalen n’e’ ket ur « tizef »?
    Na zijoñjit ket da lenn Y.M Rudel…meur a dra da lenn.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire, Politique

A Arras, LFI rend hommage au terroriste Robespierre !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Digornogiñ Bro-C’hall aotroù Yazid Arifi ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, PLOËRMEL, Politique

Ur c’houlzad evit ma vefe torret al lezenn a-enep ar mouch er skol

Découvrir l'article

Politique, RENNES

Marie Mesmeur (LFI) : est-elle « multiculturaliste », « révoltée » ou « solidaire » ?

Découvrir l'article

Politique

Revue de presse : la gauche éclatée, l’État local et la Bretagne dans le débat politique

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

39-45 : cette rente que la Gauche n’est pas prête d’abandonner [L’Agora]

Découvrir l'article

Social

Sabotages, intimidations, attaques : l’ultragauche violente et l’angélisme coupable de l’État français

Découvrir l'article

Politique

Fête de la musique à Paris : deux journalistes de Frontières agressés et pourchassés en marge d’un rassemblement LFI

Découvrir l'article

Immigration, Politique, Tribune libre

Cette élection présidentielle où le « racisme » et « la Nouvelle France » seront les thèmes principaux [L’Agora]

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.