Alzas : an RN pinijet abalamour d’ar Reter Meur ?

Publicité

E Bro-Alzas n’eo ket bet graet e doull gant an RN er votadegoù-kêr eus ar 15 a viz meurzh. Pell eus ar sifroù en deus tizhet e lec’hioù all, emañ ar strollad lepenour en e izelañ e Strasbourg (7%), Haguenau (10,52%), Selestat (14,69%), Mulhouse (11,20%) hag e meur a gêr ha meur a gêriadenn all eus an Alzas.

Met petra zo c’hoarvezet eta ? En Alzas n’eo ket bet loñket ar rannvro « Reter Meur » m’eo bet beuzet an Alzas enni gant ar gouarnamant Hollande/Ayrault. Hogen, lavaret e oa bet gant an RN en defe adroet d’an Alzas he statud a rannvro ma errufe e penn ar vro.

Badadao ! D’ar 7 a viz ebrel e vo votet gant an deputeed hag e vo tennet an Alzas eus ar Reter Meur pe get. Ha da reiñ d’ar strollegezh european Alzas ur statud a rannvro hag a zepartamant. E berr komzoù : ur statud a strollegezh lec’hiel emren war patrom Korsika (gant kalz nebeutoc’h a c’halloudoù avat). Ur danvez-lezenn a vo prezantet an deiz-mañ gant 87 depute a bep liv politikel. E penn kentañ e oa bet lavaret gant uhelidi eus an RN en Alzas e vefe votet al lezenn. Hag a-benn ar fin eo bet lavaret ar c’hontrol gant Laurent Jacobelli ha Christian Zimmermann, kuzulier rannvro RN, n’eus ket pell zo.

Fuloret eo an emsaverien emrenour, dreist-holl ar re eus an tu-dehou hag a huch pa ma c’hellont war « jakobinerezh an RN ».

Ha koulskoude e 2022 e oa bet prezantet un danvez-lezenn gant Laurent Jacobelli evit...ma’z afet kuit an Alzas eus ar Reter Meur !

Met an danvez lezenn prezantet e miz ebrel n’eo ket unan kaset gant ar RN, ar pezh a chal ar sez e Paris moarvat.

A-raok digleizourañ Bro-C’hall, ret e vefe dijakobinourezaat an RN, me gred !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Alzas : an RN pinijet abalamour d’ar Reter Meur ?”

  1. Herri ab Yann dit :

    meur a gêr ha meur a gêriadenn !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine, Politique

Hag e vo kresk ar strollad Reform UK e Bro-Skos ur gourdrouz evit ar gouezeleg ?

Découvrir l'article

Insolite

Bûcheronnage sportif : le lycée du Nivot, à Lopérec, accueille ce jeudi 14 mai la première manche de qualification française

Découvrir l'article

Economie, Environnement, Insolite

Alsace : l’ingénieur qui a pompé 4,3 millions d’euros de pétrole français sous le nez des majors

Découvrir l'article

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Politique

Renaissance de l’Alsace : Quand le PS court après le problème qu’il a lui-même inventé

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

800 panel divyezhek alzaseg-galleg staliet en Alzas

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, International, Patrimoine

Alsace : l’Office public de la langue régionale d’Alsace, c’est parti !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, Politique

Pierre-Yves Cadalen (LFI Brest) en deus kavet un digarez da chaokat e c’hennoù er Vodadenn Vroadel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Politique

Quand une initiative pour une plus grande décentralisation vient d’Alsace

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, International, Patrimoine

Alsace : suppression de l’enseignement de la langue et de la culture alsacienne dans les lycées

Découvrir l'article

Politique, Sociétal

Langues régionales. Un ancien sous-préfet « agacé » par des maires parlant alsacien

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.