Betek-henn e c’helle skol-veur serb eus Pristina (hag a zo staliet e Mitrovica bremañ), kêrbenn ar C’hosovo, stummañ tud yaouank diwar programoù Bro-Serbia ha n’eo ket re bro-Gosovo. Hogen, fellout a ra da bPristina troc’hañ al liammoù etre ar skol-veur ha Serbia ha lakaat anezhi er sistem hollek kosovar. Nac’het eo gant ar studierien ha melestradur ar skol-veur anat. N’eus ket pell zo zo bet votet ul lezenn gant parlamant ar C’hosovo anvet « lezenn war an estrañjourion » hag a vefe bet kontet evel « faskour » gant gaochisted Bro-C’hall ma vefe bet votet e Bro-C’hall ken sur ha tra. Gant al lezenn-se e c’hellfe bezañ kontet da estrañjourion kantadoù a viliadoù a Serbiz hag a zo o chom e Kosovo-Metochi abaoe kantvedoù ha, dresit-holl, a-raok ma arrufe Albaniz er vro !
Ar pal zo sklaer aze gant gouarnamant albanad Pristina : puraat ar C’hosovo eus Serbiz diwezhañ.
Ur petision (e galleg) a zo bet lañset gant Solidarité Kosovo evit saveteiñ ar skol-veur serb.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.