E Sant-Andrev-an-Doureier (44), moaien zo da « skanañ » istor ar c’hroazioù ha kalvarioù bremañ

Publicité

Pegoulz eo bet savet kroaz-mañ-kroaz ? Petra eo delwenn-mañ-delwenn ? Betek-henn e veze staliet pannellouigoù bihan e harz seurt savadurigoù gant ar c’humunioù pe ar c’humuniezhoù-kumunioù. Ha c’hoazh ! Pa’z eus displegadurioù ! Kar ur bern savadurigoù a zo « mut ». Ne ouier ket o istor ha ral a wech ez a an dud da glask pelloc’h eus o fenn o-unan diwar-benn istor kroaz-mañ-kroaz.

E Sant-Andrev-an-doureier (« Saint-André-des-eaux » e galleg), e Bro-Gwenrann eo bet implijet an teknologezhioù nevez ha lakaet QR kodoù ouzh 20 savadurig eus ar gumun. Dibabet int bet gant an ti-kêr hag ar gevredigezh Histoire locale et patrimoine de Saint-André-des-Eaux. Pa vez kliket war ar c’HQR kod e c’hell ar bourmenerien lenn un destenn war e boellgomzer ma vez displeget enni istor ar groaz pe an delwenn diouzh ar munud.

Diwar ar fichennoù bet graet gant an abad Jeaumouillé hag en deus embannet war kannadig ar parrez istor ar savadurigoù etre 1947 ha 1950, eo bet savet an testennoù-mañ.

Gant ar gevredigezh Histoire locale et patrimoine de Saint-André-des-Eaux e vez embannet ur gelaouen (ar « Revue andrénaise ») war istor ar gumun. Ar peder hini a vo embannet e deroù 2027.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “E Sant-Andrev-an-Doureier (44), moaien zo da « skanañ » istor ar c’hroazioù ha kalvarioù bremañ”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Atao (mod Emgleo Breiz hag Ar Falz) mad tre eo kaout soñj gand ar re a zo deuet hag a zo aet araog ac’hanomp en amzerioù meur a vez ur person a gemere ar stur…siwhazh hiriou pelec’h maint ar personed?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Religion, Société

Korsika : ur groaz nevez savet e Siscu

Découvrir l'article

Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Saint-André-des-Eaux (44) : nuit sauvage dans une petite commune du Pays de Guérande

Découvrir l'article

Dinan

Fête de la Bretagne. 10 jours de festivités dans le pays de Dinan

Découvrir l'article

Ensauvagement

La préfecture autorise Saint-André des Eaux à déployer ses caméras

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.