Publicité

Emañ falc’h an Ankou o rodal tro-dro d’ar ganerien vreizh er mare-mañ ‘m eus aon. Melaine Favennec zo aet d’an anaon. Embannet eo bet d’an 13 a viz gouere gant e vignon Gérard Delahaye.

Sonour gitar ha violoñs anezhañ, Melaine Favennec en doa kemeret perzh er strollad Diaouled ar Menez ha goude-se en triad EDF gant e gomperien Gérard Delahaye (D) ha Patrik Ewen (E).

Ganet e Kemperle e 1950, Melaine a oa mab e dad Robert, bet savet gantañ bagad Bro Gemperle. Ne oare ket brezhoneg met tomm e oa ouzh Breizh, he yezh hag he sevenadur. Soner e oa Melaine met ivez kaner, barzh ha livour. Aktour e oa evit ar c’hoariva hag ar sinema e oa ivez. C’hoariet en doa er bloavezhioù 80 er Brisures d’Abers (gant JL Le Tacon e 1982) hag Un voyage immobile (gant Kristian Lejalé e 1985).

Bet en doa bet prizioù an akademiezh Charles-Cros, hini ar SACEM hag hini « Krouiñ e Breizh » etre ar bloavezhioù 80 ha 90. Er bloavezhioù 2000 e oa bet gwelet anezhañ kalz o seniñ gant an triad EDF ha Dan ar Braz war leurennoù Breizh ha Europa.

Abaoe bloavezhioù e oa kentoc’h troet war al livañ gant diskouezhadegoù en e vro c’henidik. E 2020 e oa bet graet ur film war e vuhez : « les belles embarquées » gant François Catonné.

Chom a rae ur soner da gentañ. Barrek war an holl binviji. Unnek albom a zo bet sinet gantañ en holl.

Foto : Melaine Favennec yaouank. Tapadenn skramm INA

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Ur c’henstrivadeg Sonerezh Breizh evit ar liseidi e Lannuon

Découvrir l'article

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Marv eo Erik Marchand

Découvrir l'article

E brezhoneg

Ar sonour Soïg Siberil zo aet d’an anaon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Glenmor, Stivell, Servat, Denez ha bremañ ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.