Mont a reont re bell ganti. Re bell. Un deiz bennak e tarzho an traoù. E Biarritz, e Bro-Euskadi, e oa bet choazet gant ti-kêr Biarritz mirout an anv « La Négresse », anv ur c’harter istorel eus ar gêr-mañ. Daoust d’ur varnadenn hag a lavare ar c’hontrol. Met ne blij ket d’ur gevredigezh eus Bourdel, « Mémoires et Partages » hec’h anv hag en deus kaset kêr-Viarritz dirak al lez-varn melestradurel. Hervez ar gevredigezh eo « droukziforc’hus » an anv-se. Karfa Sila Diallo eo rener ar gevredigezh.
Notomp memestra eo Serge Blanco, maer Biarritz, un den hiron (e zad a oa ur poliser du venezuelian). Kerkent ha dilennet en doa bet ul lizher (embannet war Mediapart evel just) a-berzh Mémoires et Partages evit cheñch anv ar c’harter. Ar pezh n’en deus ket graet a-benn ar fin. N’en deus ket respontet dezhe memes.
Met eus Biarritz, eus ar vro, eo Serge Blanco ha n’eo ket eus Bourdel.
Kenderc’hel a ra Karfa Sila Diallo da glask gouennelouriezh e pep lec’h e Biarritz. E-barzh ar video-mañ, emañ en ur boutik ma’z eus murlivadurioù « chifus ».
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Biarritz : reuz atao abalamour d’an anv karter « La Négresse »”
Controverse ridicule.
C’est une tradition qui n’a rien de raciste, les termes de nègre et négresse ont toujours été employés sans aucun désir de discrimination.
Faut arrêter ces histoires de ceux qui n’ont visiblement rien d’autre à faire !