Da skouer ez eus ur pennad war an « darempredoù seksel gant bugale » : « Er Rouantelezh-Unanet eo difennet kaout joa gant bugale » a zo skrivet. Kontrol d’ar pezh a vez gwelet e broioù zo, e Pakistan, Ethiopie pe Afghanistan da skouer.
« Arabat gwallañ ar merc’hed » ivez. Bah ya. Ha ne dalv ket ar boan profañ ur gavr pe ziv d’an tad ma c’hoarvez kement-se. Na da glask dimeziñ d’ar plac’h evit difaziañ kenebeut.
War ar levrig eo skrivet eo ingal ar baotred hag ar merc’hed en RU hag eo difennet « klask ober pokoù » d’an dud er straedoù.
Embannet eo bet al levrig-se goude un heuliadenn a aferioù ma oa bet tapet repuidi o wallañ pe o tagañ merc’hed pe krennardezed. Hogen, lod anezhe n’o doa ket komprenet perak e oant kondaonet. Nevez zo zo bet serret un Ethiopian hag a dagas merc’hed 14 vloaz en ur leti. « E yan d’ober babiged deoc’h hag ur babig da bep mignonez deoc’h ». Hag eñ da genderc’hel « em bro eo normal dimeziñ da 14 vloaz ».
Evel e Breizh hag e Bro-C’hall, er Rouantelezh-Unanet, ar gaochisted a reklem muioc’h a repuidi, muioc’h a enbroerezh. Seul vuioc’h, seul welloc’h !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.