Chronopost : penaos lazhañ ur servij publik ?

Publicité

Vinted a zo ur lec’hienn werzhañ hag a ra berzh. Dreist-holl gant ar merc’hed hag ar re yaouank. Gwerzhet e vez an dilhad kozh ha prenet re nevez marc’had-mat.

Hag ar re a bren pe a werzh traoù war Vinted a ra gant pakadoù kaset gant un transportour bennak. Simpl an traoù ! N’eus ket nemet moullañ un diketenn ha pegañ anezhi war ar pakad. Digoust eo evit ar c’hasour. Evel just ez eus lec’hiennoù all a seurt-se war junglenn internet.

Meur a servij transportchoù a vez implijet gante. Met daou a zo implijet ar muiañ : Chronopost ha Mondial Relay. An daou o deus perzhioù mat ha perzhioù fall. Met Mondial Relay a zo kalz aesoc’h d’ober gantañ : ur poent relae a zo er c’hontre, nepell ac’hann. Ur implijiad bennak a skan ar QR kod a zo war an diketenn ha partiet eo ! Ken simpl ha tra ! Ha biskoazh ne vez nac’het ar pakad gant ma vez ar pakad d’ar ment reizh.

Met gant Chronopost n’eo ket memes mod. « Melestradurel » eo.

Seurt « neizhoù kelligoù » Chronopost a zo e pep lec’h, gallout a reer leuskel pakadoù en ur c’hellig bennak goude bezañ bet skanet ar QR kod gant ur mekanik bennak. Siwazh, n’eo ket tout ar pakadoù a c’hell mont er c’helligoù-se. Ha n’eo ket un afer a vent nemetken, un afer a resever ne lavaran ket. Dav eo skanañ ar pakad evit gouzout hag e vo degemeret en neizh pe get. Ma’z hoc’h deuet gant ar c’harr-tan, dija ez eus bet foeltrer esañs ganeoc’h !

Ma vez nac’het ho pakad en « neizh » e c’hellit klask ho chañs en ur burev Post bennak. Ma vez unan dambell. Met amañ ivez ez eus pakadoù ha ne vez ket kemeret gant ar post « ofisiel » Ar re a vez kaset da boentoù relae da skouer.

War-se eo ret deoc’h mont d’un trede lec’h evit gouzout hag e vo kemeret ho pakad e karg pe get. Hag al lec’h-se (ur gourmarc’had, ur Post vrasoc’h, …) a c’hell bezañ pell a-walc’h eus ho demeurañs !

Ha tout-se evit dilhad a vez gwerzhet nebeutoc’h eget 10€… 5€ memes meur a wezh…

Setu perak e vez implijet nebeutoc’h-nebeutañ Chronopost gant ar re yaouank. Re gompliket, re velestradurel eo. Kudennoù a zo gant Mondial Relay pe transportourion all, pakadoù a vez kollet da skouer, met kalz aesoc’h eo d’ober gante.

Ha tamm-ha-tamm e vo lazhet ar servij Chronopost. A-raok ma vefe lazhet ar Post da vat moarvat…

Ar gwerzhioù a-bell a vefe bet gellet bezañ ur chañs evit ar Post, un doare da adstagañ ganti kar bremañ ne vez ket kaset kement a lizhiri ha gwezhall.

Met petra ‘ri…. Bro-Frañs eo, « ar melestradur »…

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Le dernier train du Grand Orient

Culture, Culture & Patrimoine, International, Patrimoine

Un film en langue galloise à la Mostra de Venise

E brezhoneg, Economie

Chronopost : penaos lazhañ ur servij publik ?

A La Une, International

Martin Reichardt [interview], président de l’AfD de Saxe-Anhalt : « Les réseaux sociaux sont pour nous ce que l’imprimerie a été pour Martin Luther. »

LA BAULE

« Euthanasie de masse et soins palliatifs : pourquoi combattre ? » : Eric Mercier à La Baule

Tempête solaire

Environnement

Coupures, désindustrialisation, canicules : le bilan contesté de la transition énergétique

Culture, Culture & Patrimoine

Trois adieux, La Frappe, Salvation, La Dernière patiente, The Good Sister, The Holy Boy, la sélection cinéma hebdo

Environnement

Loto du patrimoine 2026 : six sites bretons parmi les 100 projets départementaux retenus

Animaux

Journée mondiale des premiers secours : sauriez-vous réagir si votre chien ou votre chat avait besoin de vous ?

Economie

Comptes bancaires à l’étranger : ce qui change pour les résidents de l’UE en 2027

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Economie, Informatique, Sociétal

Cyberattaques en série : Mondial Relay attaqué, les données personnelles des Français de plus en plus exposées

Découvrir l'article

Ensauvagement, Vie Pratique

Ensauvagement. Attention aux arnaques à la livraison Mondial Relay !

Découvrir l'article

Economie, Informatique, Justice, Sociétal

Fraude fiscale. Des agents du fisc bientôt sous faux profils sur les réseaux sociaux

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : « Erlerc’hiadur Meur sokial » er Post

Découvrir l'article

Economie, Sociétal

Génération Z. Quelles habitudes de consommation pour les 13-24 ans en Bretagne administrative ?

Découvrir l'article

Société, Vidéo

Chronopost : l’immigration clandestine illustrée

Découvrir l'article

Ensauvagement, NANTES

Nantes. Fourgon Chronopost volé, un professionnalisme qui interroge

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.