E Sant-Nazer ar strollad « Personne à la rue » en deus manifestet d’ar 26 a viz gwengolo « a-enep ar skarzhadurioù ». Peogwir e vez skarzhet familhoù eus o lojamatoù gant ar justis. Abaoe an distro-skol ez eus bet skarzhet 7 familh evel-se hag ar 24 a viz gwengolo ez eus bet skarzhet unan-all.
Evel just ez eus bugale er familhoù-se. E-barzh unan anezhe ez eus ur bugel aotek memes.
Met al lodenn vrasañ anezhe a zo familhoù estrañjour. Merc’hed mouchet hag all. Peurvuiañ, ar merc’hed-se n’o deus ket labour. Met den ebet e bro-C’hall en deus c’hoant da c’hoprañ ur vaouez mouchet, mod-se emañ. Mod-all e vo kollet pratikoù kerkent gant an embregerezh hag a-wechoù ne jaoj ket ar tchador pe an hidjab pe me oar ouzh al lezenn hag ar surentez.
Hag ur vro o deus ar familhoù-se. Fier int eus ar vro-se meur a wezh. Mont a reont da vakañsiñ eno memes. Ha perak n’emaint ket o chom er vro-se e-plas bezañ skarzhet ha diskarzhet e Bro-Frañs ?
Hag ouzhpenn-se, emañ ar familhoù-mañ e-barzh tiez perc’hennet gant familhoù all, familhoù breton ar re-se pe kevredigezhioù, pe aozadurioù feurmiñ sokial. Ha, war un dro, ez eus familhoù breizhad o c’hortoz ul lojamant. Abaoe bloavezhioù meur a wezh. Ar familhoù estrañjour-se a gemer plas familhoù breizhad.
Perak e kendalc’h ar gaochisted da zifenn ar re all a-enep hor re ? A-enep ar Vretoned !
E Sant-Nazer, ur gêr merket gant an istor, gant ar stourm evit al labourerien, an tu-kleiz en deus cheñchet tu. Kavet en deus « pratikoù » all, evel e pep lec’h e broioù ar c’hôrnog. N’eo ket mui an tu-kleiz « mouez naturel » micherourion ar « Chanteroù », enebourien renkad ar micherourion vretoned ne lavaran ket.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.