Stadoù-Unanet : ur yezh ar sinoù evit… ar re zu !

E-pad ur mare e oa bet diouzh ar c’hiz, e skolioù-meur amerikan zo, hini Oakland da skouer, da gas war-raok an « Ebonics », da lavaret eo ur seurt rannyezh saoznek komzet gant ar re zu. E gwirionez e oa ur seurt « simple english » hanter luc’haj hanter saozneg dislivet komzet er c’harterioù du. Buan-tre e savas o mouezh pennoù bras ar gumuniezh du, avat. Evel just ar re a felle dezhe kas war-raok ar c’helenn en Ebonics a oa tud gwenn, « woke eus an tu-pellañ » pe didrevadennourien ha n’o defe ket desavet o bugale dezhe en dam-yezh-se, anat. Abaoe pleg ar bloavezhioù 2000, n’eus ket mui anv eus an Ebonics avat.

Met bremañ emañ an Ebonics o tistreiñ dre un hent all : yezh ar sinoù. Nakia Smith ur penn-bouzar anezhi, he deus ur blog Tik-Tok. Gouez dezhi n’eo ket ar saozneg he yezh-vamm. Hag hi ganet en Texas ! E gwirionez e fell dezhi kas war-raok « yezh ar sinoù amerikan evit ar re zu ». Disheñvel diouzh an ASL, yezh ar sinoù amerikan (« evit ar re wenn » neuze), eo ar yezh-se. Diwar an ASL eo bet goveliet, met « muioc’h a bebr » a zo enni, « muioc’h a fromadennoù » gouez da Nakia Smith…

Hervez Carolyn McCaskill, hag he deus skrivet ul levr diwar-benn ar yezh-se, « e sin ar re zu gant muioc’h a stil, muioc’h a lusk eget er re wenn. Hor gerioù o deus muioc’h a fromadennoù (…) sinoù ar re wenn a zo robotek, gant neneutoc’h a afekt, ne ziskouezhont ket kement a drivliadennoù ha ni».

Ah ma !.. Klask a ra an div vaouez-se broudañ implij an « ASL du » er gumuniezh afro-amerikan bremañ e anv an « didrevadenniñ » hag ar stourm a-enep ar « galloud gwenn ».

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Stadoù-Unanet : ur yezh ar sinoù evit… ar re zu !”

  1. PL44 dit :

    Saozneg simplaet eo ebonics. Da skouer, « I am », « I was », « I will be » zo « I be ». Evel e sinaeg, roet e vefe an amzer gant ar c’henarroud.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International

Les États-Unis et la Chine cherchent à maîtriser les routes maritimes. L’Europe regarde passer les bateaux

Découvrir l'article

A La Une, Culture & Patrimoine, Histoire

De Yalta à Kiev : comment l’Angleterre a piégé l’Amérique pour faire tomber la Russie

Découvrir l'article

Economie, Guérande

Guérande (44). Un été difficile pour les paludiers

Découvrir l'article

International

Naissance d’une nouvelle frontière commerciale en Irlande : incertitudes sur l’impact économique

Découvrir l'article

International

Trump II, ou le retour du monde réel

Découvrir l'article

Sociétal

Pourquoi la gauche woke déteste Sydney Sweeney ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Auto-Moto, Economie

Ventes en chute, action en baisse : Elon Musk cherche à relancer Tesla

Découvrir l'article

A La Une, International

Joshua Treviño : « L’administration Trump a repris le pays au nom des Américains » [Interview]

Découvrir l'article

International

Un coup d’État à l’américaine ? Révélations de Tulsi Gabbard sur le complot d’Obama contre Donald Trump

Découvrir l'article

International

Charlie Kirk, l’Inquisiteur des campus, et les lamentations d’un monde en ruine

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky