Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ha piv zo bet e Lourdes, kêr sakr ar gatoliked ma’z eus unan, nevez zo ? Ken sur ha tra an neb az aio e kêr Bernadette Soubirou en-dro a vo souezhet. Rak aloubet eo gant tud eus an is-kevandir indian ! Biskoazh gwelet kement anezho ! Kit da gantreal er straedoù ha dirak mougev Bernadette ha n’eo ket poloniz pe italianiz evel gwechall a weloc’h… Indianiz ne lavaran ket !

Indianiz pe Sri-Lankiz ? “Kalz anezhe a zo eus ar Sri-Lanka” hervez ur vaouez boaz da vont da bardonañ e Lourdes. “Tud simpa anezhe, met gwir eo int deuet da vezañ niverus” emezi.

E kreiz-kêr e weler pretioù indian, sri-lankad… o fanelloù skrivet e sanskrit pe e ouaran ket peseurt yezh. Er santual emaint e pep lec’h…o kemer selfioù, o pediñ war beg o daoulin evel gwir dud a feiz, o preniñ goulaouennoù-koar eus ar re vrasañ ha kaerañ.

“N’int ket ken niverus se e-keñver penaos e oa an traoù un nebeut bloavezhioù zo” a lavaras deomp ur servijourez preti. Feiz ! Me ‘m eus ar santimant da vezañ o pourmen e kreiz-kêr Bombay, koulskoude. Darn a zo gwisket mod european met lod all a zo gwisket mod o bro. Pennoù du o dez, ‘pezh a dalv int kentoc’h a-orin eus su pe reter an is-kevandir pe eus ar Sri-Lanka. “Dalited” eo an darn vrasañ anezho, da lavaret eo “ar re n’haller ket o zouch”, tud “didouch”. Aet int da gatolik evit mont kuit eus sistem ar c’hastoù.

War ur parkva e welomp ur seurt kamp, gant indianed o fardañ boued e chaodroned. Evel er vro ! Ar merc’hed a zo gwisket gant sarioù liesliv. Ur c’hozh matalasenn a zo lakaet war ar geot, bugale o redek e pep lec’h. Un tamm souezhus eo gwelet seurt tra en ur gêr ken chik ha cheuc’h a Lourdes ! N’eo ket ur gwir bidonville rak ne fell ket dezho chom e kêr, ul “lastez-kêr da c’hortoz” ne lavaran ket.

Ha pa vefe evit ar relijion pe evit traoù all setu ni Europeiz “erlec’hiet” e kreizhig-kreiz hor santualioù deomp a-benn ar fin !

( Crédit photo : [cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Environnement, International

Amazonie : les Indiens en guerre

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine, Religion, Société

Sarthe : deux associations pour sauver les croix et calvaires !

Découvrir l'article

A La Une, Histoire

Philippe Birembaut : « Même de nos jours, la bataille de Little Big Horn est encore source de controverses aux Etats-Unis » [Interview]

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

A Lourdes, la Grotte de Massabielle rouvre après deux ans de fermeture

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

Résistances. La grande histoire des peuples d’Amérique

Découvrir l'article

LORIENT

Christianophobie. La statue de la Vierge Marie décapitée à Plouay

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Hellboy, Versus, Lourdes, Astrid, À cœur d’avocats : au cinéma cette semaine

Découvrir l'article

International

Le premier ministre d’Irlande remercie la nation indienne Choctaw pour son soutien durant la famine

Découvrir l'article

Tribune libre

De Raoni aux combat des Indiens. L’identité, c’est quand ça les arrange. [Tribune libre]

Découvrir l'article

Insolite, Société

Miracle à Lourdes ? Bernard Cazeneuve affirme sa « solidarité » avec les catholiques

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky