Ha touchet int bet gant gras an itron deboner ? E Brest, an enep-faskourien o deus ul lec’hienn gelaouiñ anvet Bourrasque-Info.
D’ar 14 a viz even ez eus bet lakaet en-linenn ur pennad seurt n’eus bet biskoazh : ur pennad a-enep drougemglevioù an tu-kleiz pellañ hag an islamouriezh ! Biskoazh kement-all ! “Ar religionnisme” a zo bet graet eus ar gourdrouz nevez-se e bed ar gleizouriezh. Nevez ? Pas kement-se…
Ha Bourrasque-Info da ziskouezh gant e viz “l’Action Antifasciste Paris-Banlieue” pe “l’Action Antifasciste Nantes” pe ar “GALE” zoken, da lavaret eo genaouien talvoudus muiañ-karet paotred o barv hir. Hervezo e vefe ar strolladoù-se o soutenn strolladoù ha lec’hiennoù islamek ha n’o deus netra da wellet gant o stourm. Poent bras e oa da zigeriñ an daoulagad kamaladed !
Evel just e-barzh ar pennad ez eus 1001 diwall yezh. Arabat veskañ an traoù, n’eo ket memes kouch “islam” hag “islamouriezh” hervezo. “Padamalgam” na petra ‘ta !
Pegoulz e chomo ar pennad-mañ en linenn a-raok ma kouezfe warno abostoled ar relijion gleizour, avat ? Amañ emañ an dalc’h.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine