Sant-Maloù Gwersac’h (44) : freuz fregañ mod 93 e Briver !

E miz even 2023 e oa ur paotr yaouank en e 16 vloaz e-unan en e di eus Sant-Maloù Gwersac’h e kreiz ar Briver. A-daol-trumm e welas un den, ur c’hougoul war ar penn hag ur bistolenn en dorn, o tegouezhet en ti. Setu partiet an emgann etreze ! Buan-tre e kemeras paotr e gougoul an tu-kreñv hag e skoas gant ar c’hrennard gant e bistolenn hag ur varenn houarn. Hag un taol gontell er glin war ar marc’had !

Gant ur c’homper dezhañ e furchjont an ti ha laerañ arc’hant ha traoù prizius.

Evel just e oa un afer trafikañ dramm. Un Naonedad en doa laeret ur sac’h, gant 15000€ a zrogach ennañ. Adkavet gant an trafikourien e voe roet dezhañ ul labour d’ober evit paeañ e zle : pinijañ ar c’hrennard asambles gant daou zen all. E penn ar jeu : un Nazerad, trafikour dramm en Trebal, ur c’harter eus Sant-Nazer. Gantañ eo bet roet an taolioù kreñvañ. Trafikourien bihan eo ha kregiñ a reont holl evel-se. Goude e vo ar fuzuilhadegoù war-bouez kalashnikovoù, dav eo dezho « brasaat » un tamm.

A-raok tapout galoñsoù e vo tremenet un tamm amzer en toull-bac’h ganto. Da bevar bloavezh eo bet kondaonet an trafikour pennañ, 30 mizvezh evit e gomper ha 12 mizvezh evit ar bleiner. Evel just n’eo ket breizhad a-orin an holl anezho na gallaoued kennebeut…

Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ST-MALO

Sant-Maloù : ar penn-dramm taget gant tri den en e di

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : un diskouezadeg war « Istor ar C’horan, istorioù european »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : Ur BMW leun a armoù a sko e-barzh ur c’harr-samm eus an DIR

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Kemper : un estrañjour dibaper serret gant ar polis, ur sapre yalc’had gantañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul liseadez gourdrouzet gant ur lisead, ur gontell gantañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : barnet evit 64 ti-laeret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : An « Ajañs sevenadurel Breizhek » falc’het gant ar « redi budgedel »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, PONTIVY, Société

Pondi : 39 menneg àr e roll lez-varn, chom a ra ‘b’ar prizon

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky