Naoned/Brest : leusket en doa e vab e-unan e Naoned evit mont da werzhañ dramm e Brest !

Un den eus Naoned a oa bet serret d’an 30 a viz even e gouel Astropolis e Brest o werzhañ dramm. Fin, dramm ne oa ket, kokain faos ne lavaran ket ! Gwelet e oa bet gant surentez ar festival ha galvet ar boliserien ganto. Gantañ e oa faos-kokain ha bilhedoù e-leizh. N’eo ket ar wech kentañ e vez klevet e anv en un afer dramm rak kondaonet eo bet 19 gwech dija ! E 2015 en doa klasket gwerzhañ seurt produioù en ur festival endeo.

Met un dra all a oa bet komprenet gant ar boliserien o klask gouzout hiroc’h diwar e benn : evit gwerzhañ dramm gant ur c’homper dezhañ e Brest en doa leusket e vab a 12 vloaz e-unan en ur ranndi eus Naoned ! Tamm mezh ebet gantañ !

D’an 12 a viz gouere e oa dirak barner ar frankiz e Roazhon. Goulenn a reas bezañ dibrizonet kuit da goll e labour hag e lojamant. Met dre m’eo pouner e deuliad n’eo ket bet leusket da vont gant ar barner. Chom a raio en toull-bac’h da c’hortoz e brosez ha mat pell zo !

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : un 80 bloaz den laeret, an arc’hant en Afrika

Découvrir l'article

Football, Sport

Ligue 1 : les clubs bretons dans le dur – Rennes cale encore, Lorient et Brest se neutralisent, Nantes s’enfonce

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm

Découvrir l'article

BREST, Local

« Vivre ensemble » à Brest – Une collégienne passée à tabac par une quinzaine de racailles

Découvrir l'article

BREST

Nouvelle agression au couteau à Brest. Quand la presse locale préfère enquêter sur « l’extrême droite » plutôt que sur la violence et la réalité des quartiers

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Manifestadegoù evit an Adunvanidigezh : Kafka e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Pirc’hirined breizhad a zo erruet e Roma

Découvrir l'article

BREST, Culture & Patrimoine, Histoire, Local

Brest. Une journée d’étude pour revisiter l’héritage de l’abbé Perrot

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Brest : feulster e-pad ar vanifestadeg a-enep ar fulster !

Découvrir l'article

Football, Sport

Ligue 1, 5ᵉ journée : Nantes frustre Rennes, Brest se relance, Lorient souffle un peu

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky