Brest : freuz ha reuz e Rekourañs, pevar « den yaouank » tapet gant ar polis

D’ar 15 a viz genver zo bet serret pevar den yaouank e Brest gant ar boliserien. Diskred zo warno bezañ kemeret perzh e tagadenn daou zen e miz kerzu, d’an 19 ha d’an 22.

O chom « glann zehoù » e vefe ar pevar c’hailh. Tro ar Gapusined, da lavaret eo Rekourañs ? Ha peseurt doare poblañs a zo o chom e Rekourañs bremañ, lavarit din…

D’an 19 a viz kerzu e komañsas an afer : un den a 17 vloaz az ae war-dro kouent ar gapusined pa kejas ouzh 4 den yaouank all m’en doa bet jeu ganto dija. Laeret eo bet ar paotr yaouank a-dreñv ar savadur : e votoù, e sac’h, e chupenn a zo aet gant ar pevar all, kountili ganto.

D’an 22 e voe krizoc’h an traoù : un den hag en doa labouret a-hed an devezh e marc’had Nedeleg an ti-kêr az ae, tro 8e30 noz, gant an tram betek ar Gapusined m’emañ o chom. Kerkent hag arruet e voe tapet fall : pemp den a lammas warnañ ! Taolioù barenn houarn e tapas, taolioù treid. Ha laeret digantañ e arc’hant, e eurier, e air-pods, e votoù, e yalc’h. Ha kuit an dagerien ! 5 gwriad en doa bet en ospital ha 15 devezh a ITT.

Gant ar video-evezhiañ zo bet adkavet buan pevar eus ar pemp argadour : 15 vloaz int ! Serret int bet d’ar 15 a viz genver. D’an 3 a viz meurzh e vint kaset dirak barner ar vugale.

Hag ur « sañtimant a vevañ asambles » o deus bet an daou reuzied ?

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local

Brest : ha c’hwi po un tamm propaganda ouzhpenn en UBO ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest (29) : « Tata » a oa e penn un trafik dramm

Découvrir l'article

BREST

Meurtre de Nasserdine. S à Brest : quand la « marche blanche » occulte la réalité – et interroge la déontologie médiatique

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement

Brest : Un homme tué par balles à Bellevue, symptôme d’un modèle urbain en crise

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

En 2026, le Musée national de la Marine met le cap sur l’histoire et les profondeurs — la Bretagne au cœur de la nouvelle saison

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ur sac’had « patatez » prizius kenañ…

Découvrir l'article

BREST, Economie

Aéroport Brest Bretagne : 33 destinations directes pour la saison hiver 2025-2026

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Gwiler-Leon (Bro Leon) : 80kg a gouevr gant ar Jeorjianed

Découvrir l'article

BREST, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Brest : le musée national de la Marine s’enrichit d’une toile historique de Louis-Philippe Crépin

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

Squats : en Bretagne comme en France, des propriétaires livrés à eux-mêmes et abandonnés par les autorités choisissent la manière forte

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky