Sant-Brieg : ur prof a 600 000€ evit ar « c’hartcherioù » gant an ti-kêr

D’al lun 26 a viz mae e oa bodet dilennidi Sant-Brieg en ti-kêr evit kuzul-kêr ar miz. Hag anv zo bet eus ar surentez ar wech-mañ c’hoazh ! Na souezhus pe ouzer penaos eo deuet Sant-Brieg da vezañ : ur gêr ma oa tud vunut o chom enni gwechall, gwir vretoned, labourerien. Bremañ e teu kêr Chaffoteaux da vezañ ur gêr eus an Trede Bed. Truezus he stad dreist-holl e kartcherioù Saint-Lambert, Europe, Balzac, la Ville-Oger, Point du Jour, hini an ti-gar ivez…

Anv zo bet eus ar surentez neuze. Arc’hant a vo lakaet gant an ti-kêr, en un doare « ameeun », evit ar « c’hartcherioù ». Hervez ar feur-emglev sinet etre Sant-Brieg, ar stad, an agglo hag ar feurmer sokial Terres d’Armor Habitat, e vo distaolet an taos war ar font eus 30%, pezh a dalv e vo « profet » 600 000€ gant kêr Sant-Brieg bep bloaz memestra. Hag, en eskemm d’an distaol, e promet Terres d’Armor Habitat hag ar stad e vo kreñvaet ar surentez ganto. A-enep an « Nazied » o puilhañ hag o tagañ an dud onest er c’hartcherioù ?

Da gentañ holl e vo titlet evezhierien er savadurioù. Etre 7 ha 15 memestra ! Chañs vat dezhe evit herzel ouzh an « Tu-dehou pellañ » da ac’hubiñ mont-treoù ar savadurioù gant an trafikañ dramm ! Kameraioù eveshaat a vo staliet er montreoù hag en diri ivez. Pegeit e pado ar re-se ? Amañ emañ an dalc’h…

Hag evit echuiñ e vo kaset 8400€ da… vBattir, ur gêriadenn eus Cisjordanie evit sevel un dachenn liesport ! Un « dastumadeg keodedel » a oa bet aozet e kreiz-kêr Sant-Brieg e fin 2024. Ha setu, kaset e vo arc’hant ar Vretoned d’ar Balestinianiz, trugarez d’ar maer Hervé Guihard (Place Publique – Tu kleiz), ur pro-Palestinian anezhañ, bet prezidant Kevre gwirioù mab-den eus Sant-Brieg.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite, Local, Loudéac

Sant-Herve (22) : Paeiñ aveit un « tren seblant »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : Yao da live 2 an div garta !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Kammarver fiziad : Shani oa ur c’hwib hag ur gwir hini !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : tad-kaer ar paotrig marvet diwar dramm a fell dezhañ bezañ dibrizonet dija

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : un Aljerian kondaonet evit un dagadenn revel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg (22) : ur Vec’hikanez, un Tunizian hag ur walladenn (sañset)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur pakistanad lazhet, un den serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ar penn-dramm a sko gant ur vaouez evit laerañ he arc’hant diganti

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur skolaerez skoet ha skandalet gant ur vamm

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky