Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

E Sant-Nazer e felle dezhañ digeriñ ur c’hont bank d’an 19 a viz genver. Dindan un anv faos evel just ! Degouezhet e oa eus Bro-bParis evit hen ober met war ziwall e oa an implijiad bank kar ne oa ket araoget-mat an abostol a oa dirazañ…. Ur paseporzh a oa gantañ met ne oa ket sklaer an traoù…

Pellgomz a reas ar bankour d’an implijer en doa graet, sañset, ar folennoù gopr prezañtet gant ar Parizian : ne anaveze ket anezhañ, memes ! Gervel a reas ar boliserien ha tapet ar Parizian ganto.

Anzav a reas en doa prenet tout an dokumentoù war an darknet evit 350€ ! Dirak al lez-varn, d’ar 27 a viz mae, en em zigareziñ a ra met diaes eo da grediñ ‘barzh ar pezh a lavar : 15 menneg war e roll lez-varn en deus dija ! Hag eñ 26 vloaz. Ha war ar marc’had emañ o paouez bezañ kondaonet evit un afer all !

C’hwec’h mizvezh toull-bac’h a-benn ar fin ! Forzh penaos ne vo ket bac’het, neuze…

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ar C’homorian kondaonet evit bezañ skoet gant e wreg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pornizhan (44) : an dealer en doa laeret dealerien all

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, SAINT-BREVIN, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Brewenn (44) : piv en deus lakaet tan er c’harr-tan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Grefierez al lez-varn a oa sot gant « Tony » an dealer, betek sikour gantañ…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an herminigoù a zo bet tennet eus an ardamez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul liseadez gourdrouzet gant ur lisead, ur gontell gantañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : barnet evit 64 ti-laeret !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.