Betek-henn ne oa ket aloubet kement-se karterioù poblek eus an Hegoalde (Euskal Herria ar su). Ha betek-henn e oa ar repuidi kentoc’h tud eus Amerika-ar-su. Met emañ an traoù o cheñch. Muioc’h-mui. Gant ekstra-europeaned oc’h en em staliañ, ganto o gizioù, o doare da vevañ, o relijion. Hag an trafikoù da heul e lec’hioù zo.
Hag evel e Bro-Katalonia ez eus Euskariz oc’h enebiñ ouzh an Aloubadeg. E Gasteiz (Vitoria) da skouer e miz here e voe savet trouz gant annezidi eus ur karter Errota ouzh enbroidi yaouank a oa oc’h ober reuz d’an dud. En ur c’harter all eus Gasteiz, Judimendi, ez eus bet trouz e marc’had ar pesked etre enbroidi yaouank hag annezidi ar c’harter. E Arratia e Bizkaia zo bet taget luganioù a-enep an enbroidi hag an trafikoù. E Irun ez eus « patrouilhoù keodedel » evit stourm ouzh an disurentez… Seurt traoù ne veze ket gwelet james gwechall !
Ha piv a c’hoari chas-kolo evit difenn ar re ha n’oufed ket difenn ? An abertzale evel just. Abertzale eus an tu-kleiz pellañ, wok da vat hag a sav a-du gant an enbroidi a-enep o foblañs dezho, a-enep tud gwasket er c’harterioù. Peogwir eo « mat » ha « pinvidikus » an enbroerezh ha n’hall ket bezañ ar c’hontrol eo. Kousto pe gousto. Hag ar re a sav a-enep an enbroerezh, d’o soñj, n’hall ket bezañ Euskariz onest chalet ha skuizh gant ar pezh a welont en o c’harterioù, « faskourien » ha « gouennelourien » eo, traken.
E Bro Katalonia ez eus bremañ dizalc’hourien a-enep an argerzh erlerc’hiañ, e Bro-Euskadi n’eo ket deuet a-benn c’hoazh an dizalc’hourien da gas er blotoù an Tredebedouriezh.
Crédit photo : LFI
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine