Setu ar giton a zo bet gwelet d’ar sadorn 09 a viz eost àr ur pont hag a dreuz hent tro-kêr Gwened.
Allas, ne oe ket sinet ar giton-mañ. Marse eo bet staliet get ar strollad « An Tour Tan » a Vro-Gwened ? Lârit din…
Muioc’h-mui a c’hitonoù « politikel » a weler ouzh ar pontoù ‘ba Breizh. Aveit ur wezh n’eo ket ur lugan ag an tu-kleiz a oe skrivet àrnañ.
A-hend arall, ‘ba Arzon, e Gourenez Rewiz, e oe niverus ar fideled aveit an oferenn àr-eeun àr Frañs 2 ‘ba « Le Jour du Seigneur » disul paseet. 900 a oe daet en holl memes tra ! Ar ar porzh e oe ar lid ha gwelet zo bet tud é pediñ e kornioù arall ag ar porzh, pell-mat ag an oferenn.
Dihun ar feiz ‘ba Breizh ?
Crédit photo : Marjo/Twitter
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine