Deizioù gouel lamet gant an gouarnamant : pas en Elzas, Mozel hag e Saint-Pierre et Miquelon

Klask a ra ar gouarnamant Bayrou lemel daou zeiz gouel evit « dont a-benn eus an divigad ». 9 deiz gouel a zo e Bro-C’hall, al lodenn vrasañ anezho a zo deizioù gouel eus an deiziataer relijiel katolik. Ma’z a ar gouarnamant Bayrou betek penn e vo lemet deizioù sakr gant ur gouarnamant demokrat-kristen ha n’eo ket gant ur gouarnamant eus an tu-kleiz frañmasoñ. Diaoul biskoazh !

Met n’eo ket sur e vo ken aes an afer e teir rannvro : Elzas, Mozel ha Saint-Pierre et Miquelon. En Elzas ha Mozel, abalamour d’un istor kompliket, ez eus daou zeiz gouel ouzhpenn : Gwener ar Groaz hag ar Sant-Sten. Memestra e Saint-Pierre et Miquelon met diwar abegoù disheñvel.

Pa oa bet embannet gant François Bayrou e felle dezhañ lemel daou zeiz gouel e savas trouz tud Alzas Mozel. Int a zo dam-emren gant ur gwir lec’hel hag a zalc’hont yud dezhañ. Hag e-barzh ar gwir-mañ ez eus an daou zeiz gouel ouzhpenn. Arabat disoñjal n’eo ket bet aboliset al liamm etre ar Stad hag an Ilizoù en Elzas-Mozel kennebeut. Skrivet eo bet gant maer Colmar Eric Straumann da François Bayrou e oa an daou zeiz-se « ul lodenn eus hon identelezh » memes.

D’al lun 11 a viz eost e lakaas ar gouarnamant da c’houzout ne oa ket e-barzh da cheñch an disterañ virgulenn d’ar « gwir lec’hel ». Hag an deiz zeiz gouel zo ‘barzh.

Ur sturfolenn a zo bet roet d’ar sindikadoù ha d’ar gevelerien sokial hag a dalvo da ziazez labour evit ar « reformoù ». Enni emañ skrivet ne vo ket aboliset an daou zevezh en tri ziriad.

Met petra a vo lavaret gant tud LFI hag a reklem gant kri forzh e vefe lamet ar gwir lec’hel en Elzas-Mozel ha lakaet da dalvezout lezenn 1905 ?

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Politique

Submersion migratoire : une large majorité de Français sentent une lame de fond ignorée par les élites politiques

Découvrir l'article

Politique

Immigration : Bayrou et Darmanin, le double discours qui ne trompe plus personne

Découvrir l'article

Sociétal

Bayrou, Sardier et les angles morts d’un débat sur le désert français

Découvrir l'article

Politique

François Bayrou face à l’Assemblée : entre discours confus et défiance populaire

Découvrir l'article

A La Une, Politique

Le gouvernement Bayrou : recyclage politique et mépris populaire

Découvrir l'article

Sociétal

Mayotte : Omerta sur le chaos migratoire – Le Nouvel I-Média

Découvrir l'article

A La Une, Politique

Confiance en François Bayrou : Un démarrage historique à la baisse pour le nouveau Premier ministre

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

Nomination de François Bayrou Premier ministre : le hold-up final d’une république à l’agonie [L’Agora]

Découvrir l'article

A La Une, Politique

Loire-Atlantique : les liaisons dangereuses de François Bayrou

Découvrir l'article

Politique

Bon à savoir. LREM, Bayrou, Ferrand, PCF, Le Drian…les bonnes notes de Bernard Morvan

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky