E Sant-Brewenn e oa daou gomper yaouank. N’int ket gwall fin anezhe. Unan a zo dija en toull-bac’h evit un afer all, egile a vefe o chom e kostezioù Paris, met pelec’h ? Gwir Vretoned eo evel just.
D’ar 7 a viz c’hwevrer 2023 e Sant-Brewenn, e Bro-Retz. Unan anezhe en doa c’hoant d’ober ur « valeadenn ». Pellgomz a reas d’e gomper hag en doa « aon razañ ». Dre ma n’o deus tamm karr-tan ebet emaint o vont da laerañ unan. Normal ! Ha ken normal all : an hini ha ne oare ket bleniañ a zo bet lakaet ouzh ar stur. 100m en deus graet hag e lavaras e vignon dezhañ da laerañ esañs e karr-tan e dad. Ur c’hoari e oa ? Den ne oar. Pezh zo, lakaet eo bet an esañs war un tamm chif, lakaet tan e-barzh ha bannet er c’harr-tan ! Evel just ez eas an oto da ludu.
Gwelet int bet gant un test. Ha dre ma n’int ket gwall ampart, unan a zo bet devet e fas !
Piv en deus graet petra a-benn ar fin ? Den ne oar, pep hini a daol ar bec’h war egile. An hini en deus aon rak e gomper en deus un dek bennak a vennegoù war e roll lez-varn dija. Hag anavezet evel ar bleiz e Sant-Brewenn.
D’ar meurzh 2 a viz gwengolo e oa hemañ evel ur paourkaezh leue dirak lez-varn Sant-Nazer, e gomper a zo an diaoul oar pelec’h. N’eo ket deuet d’e brosez.
Da c’hwec’h mizvezh a doullbac’h gant goursez eo bet kondaonet an daou lampon. Gwir eo, ne dalveze ket ar poan d’ober an hent eus Paris pe eus pelloc’h er su…
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..