Pornizhan (44) : an dealer en doa laeret dealerien all

An drafikourion dramm, ne vezont ket didrouz. Dav eo dezho « en em ziskouez » mod blingbling mod pe vod. E Pornizhan d’an 12 a viz gwengolo e oa bet sachet evezh ar boliserien gant daou abostol en ur c’harr-tan. Plant a raent tizh e-barzh o oto a-hed an drezenn veur ha c’hwezh butun droll a oa ganto. Ouzhpenn-se pa’z eas ar boliserien da gejañ outo e welljont mat ne oa ket ar bleiner en e vleud.

Ha rezon en doa rak en oto e oa 7 plakenn a ganab hag ur sac’hadig a 168gr a gokain. Dre vras 16 000€ war ar marc’had er « site ».

En oto, daou zen : unan a oa o chom er Bouletterie e Sant-Nazer, da lavaret eo pimpatrom ar « c’hartchier ». O chom e-kichen ur poent deal e oa hag abaoe miz e oa deuet da vezañ boudedeo an trafikourion rak krediñ a raent e oa ur « balañs » anezhañ. Hag eñ da lavaret d’ar barner e oa bet rediet da c’hoari ar vagerez evito. Setu perak en defe lakaet en e benn da dec’hout kuit gant an dramm fiziet dezhañ. Fin evel ul louarn !

D’ar 15 a viz gwengolo e oa an daouad dirak barner Sant-Nazer ha ne gredas ket en o istor. Ma vefe ur balañs, perak e vefe bet fiziet 16 000€ a zramm dezhañ a c’houlennas an aotrou barner ? Ha zo gwasoc’h : kondaonet eo bet an istrogell evit aferioù dramm dija…

Dre ma felle dezhañ kuitaat Sant-Nazer ha distreiñ da Perpignan, e gêr orin, e c’houlennas gant un den bet pratik dezhañ hag a glaske e zozenn an noz-mañ.

Hemañ, ar gokain a zo e vestr, betek 5gr bep sizhun. An noz-mañ e oa sañset ober ar bleiner evit « magerez an dealerien » ha kas anezhañ da bPerpignan gant e sac’hadoù. N’eo ket un trafikour hemañ. Un DJ eo hag a labour etre an Antilhez hag Ibiza. Distroet e oa da Sant-Nazer evit ober war-dro e vamm. Hervezañ bepred.

Daou chourad, unan yaouank, ar vagerez/trafikour (23 bloaz) hag egile kosoc’h, an DJ, 42 vloaz, paotr an noz hag ar festoù. Paotred an amzer-vremañ o zaou e berr komzoù.

Hemañ diwezhañ a zo bet kondaonet da 18 bloavezh gant goursez hag e gomper da zaou vloavezh a doull-bac’h rak sur e oa ar barner e oa un trafikour evel ar re all. Ha zao, d’ar prizon !

Crédit photo : DR
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, SAINT-BREVIN, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Brewenn (44) : piv en deus lakaet tan er c’harr-tan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Grefierez al lez-varn a oa sot gant « Tony » an dealer, betek sikour gantañ…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Bro Vigouden : dindan dramm e sko gant e zealerez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an herminigoù a zo bet tennet eus an ardamez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Dramm e Gironde hag e Pireneoù-Atlantel : ar skipailh a zeue eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-MALO

Sant-Maloù : ar penn-dramm taget gant tri den en e di

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Kemper : un estrañjour dibaper serret gant ar polis, ur sapre yalc’had gantañ !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky