Pornizhan (44) : ur savadur nevez ouzhpenn pe ur villa gozh nebeutoc’h ?
Hag e vo ur savadur vil ouzhpenn e Pornizhan ? Er 4 rabin Damas e Santez Marc’harid ez eus ur villa gozh, 200m² anezhi, hag a zo bet renevezet penn-da-benn e 2015. Ne vir ket ouzh ar penngaser CISN da glask distrujañ anezhi ha sevel ur savadur 10 lojeiz en he flas. Ur petision a oa bet lañset gant amezeien