25 000 e oant hervez ar polis : e Dulenn, miliadoù a dud o deus manifestet evit « Cearta » (gwirioù) an iwerzhoneg disadorn paseet. Gant un druilhad a gevredigezhioù evit ar yezh a oa aozet ar vanifestadeg. Reklem a raent muioc’h a arc’hant evit ar gouezeleg met ivez diarbennoù evit al lojamantoù er Gaeltachtai. Fellout a ra da emsaverien ar gouezeleg e vefe kemeret skouer war gouarnamamant emren Bro-Gembre gant hini ar Republik ‘fet difenn ar yezh. E Bro-Gembre zo bet lakaet ur pal da dizhout : ur milion a gembraegourien a-benn 2050. « Ha perak ne vez ket lakaet ar memes pal gant hor gouarnamant ? » a c’houlennas Ciarán Mac Giolla Bhéin, prezidant Conradh na Gaeilge ha mouezh-aotret An Dream Dearg.
Abalamour d’an diouer a arc’hant zo bet distrujet kalz implijoù evit ar yezh er c’humuniezhoù ha digresket en deus a 45% ar budjed evit ar gouezeleg abaoe 2004. Er Republik e vez lakaet 0,1% eus an arc’hant foran er gouezeleg hag en Ulster eo 0,02%.
Siwazh, chom a ra wok-tre an emsav evit ar gouezeleg en daou du eus ar « vevenn » : gitonioù evit ar Palestin a oa er vanifestadeg ha kondaonet eo bet an emsavioù kar-o-bro « eus an tu-dehou pellañ » gant Mac Giolla Bhéin er brezegenn a reas dirak an dud.
« Céad míle fáilte romhaibh go léir » (Degemer mat deoc’h) a huchas ouzh an divroidi memes !
Un druegezh eo, met n’o deus ket komprenet an Iwerzhoniz c’hoazh o deus un enebour nevez hag eo achu gant koulz an Tiers-mondism…
Mouezh-aotreet « Gaeltacht BÁNÚ » hag a stourm evit al lojamant er Gaeltachtai en deus reklemet ur steuñv evit ma c’hellfe iwerzhonegourien ar rannvroioù iwerzhonek kavout tiez marc’had mat.
Crédit photo : Conradh na Gaeilge (twitter)
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Miliadoù a dud o deus manifestet evit an iwerzhoneg e Dulenn (Bro-Iwerzhon)”
Ha ma vefe kalz a gleizelourien wok en emsav iwerzhonek koulz hag en hini brezhonek, ez eo deomp-ni da labourat ganto pa vez moaien (ha pa asantont en ober…), en ur chom êzh ez omp.
Gwelloc’h e vo atav eget mont war ar galleg.