Kemper : skoet gant he gwaz, ar plac’h a vefe bet « prenet » en Afghanistan

D’ar meurzh 23 a viz gwengolo e oa un afer a feulster etre priedoù evel ma’z eus muioc’h-mui e Breizh hag e Bro-C’hall : daou estrañjour e oa. Eus an Iran hag an Afghanistan. Meur a wech en deus skoet ar paotr ouzh e wreg, rediet anezhi da « c’hoari » ha gourdrouzet anezhi a varv. Iranian eo eñ hag Afghanez eo hi. 29 vloaz eo ar paotr ha 23 bloaz eo ar plac’h. Evel m’eo ar c’hiz en o broioù ez eo un dimez dre heg, anat. Hag ar paotr a zo mestr en ti, hag ar mestr nemetañ : n’he deus nag arc’hant, na kont er bank, na pellgomzer ha, forzh penaos, n’he deus ket droad da gas arc’hant d’he familh en Afghanistan.

Hervez ar prokulor en deus ar paotr « prenet e wreg 25 000€ en Afghanistan ». Ha bevañ a ra e Kemper evel ma vefe c’hoazh er bled. Ur bugel en deus ar c’houblad.

Skeiñ a ra ganti rak krediñ a ra he deus ur mignon. D’an 20 a viz gwengolo he deus pellgomzet d’an archerien goude bezañ bet gourdrouzet adarre. Ar gwaz a nac’h tout ar pezh a vez rebechet dezhañ dirak ar barner.

D’ur bloavezh toull-bac’h gant goursez eo bet kondaonet an estrañjour. Ha n’en deus ket mui droad na da vezañ na da vevañ gant e wreg e-pad daou vloavezh. Mui 800€ a gastiz evit prenañ ar bandennoù.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Football, Sport

Coupe du monde 2026 : Égypte – Iran étiqueté “Pride Match” par la FIFA… quand le réel dépasse la satire

Découvrir l'article

BRIEC, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brieg (29) : unan eus daou « go-fastour » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : un reizhaouer war e leve kontellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Kemper : un trafik dramm etre Norzh Bro-C’hall ha Breizh torret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : an dramm a oa kuzhet er.. bragoù dindan !

Découvrir l'article

International

Afghanistan : sous le joug taliban, le retour à l’obscurantisme total

Découvrir l'article

International

Iran : des empires perses à la République islamique, la grande histoire d’une civilisation millénaire

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : Termajied dirak ar barner evit tennoù fuzuilh

Découvrir l'article

International

Immigration afghane : quand l’Europe veut agir, mais que la France freine des quatre fers

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kemper : karavanennoù skarzhet eus parkva « La Playce »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.