D’an 08 a viz even goude bezañ bet benniget gant an aotroù Percerou, eskob Naoned, en doa kemeret ur strollad katoliked penn an hent war-du Roma. « Romieux » e vez graet anezhe ha kerzhet o deus war-hed 2100 km. Tri miz warlerc’h, d’an 10 a viz gwengolo, setu int erruet plasenn Sant-Pêr, kêrbenn ar bed kristen. 26 o deus loc’het eus iliz-veur Naoned tra ma loc’has strolladoù all eus Klison, Sant-Brewenn, Pont-Kastell ha Gwenvenez-Penfao. Goude-se o deus kemeret penn ar Via Ligeria, war-hed al Liger. E-pad ar c’henfinañ eo bet ijinet an hentad-se, etre Naoned ha Roma pe Sant-Kakez Kompostella.
Er Vatican o deus kemeret perzh e dalc’h hollek ar pap ha degemeret int bet er c’hannati gall gant ar gannaderez Florence Mangin.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine