D’ar 6 a viz gwengolo e tibunas kantadoù a LGBT er penniliz Sant-Pêr, er Vatican evit ur « pardon LGBT ». Gante kroazioù kanevedenn ha luganioù klemm evit o « c’humuniezh ». Evit « rapariñ » an akta disakriñ-mañ ez eus bet aozet un « akta rapariñ » etre an 3 hag ar 5 a viz here gant 4 eskob katolik eus Europa hag Amerika. E stern ar « Catholic Identity Conference » eus Pittsburg en USA eo bet aozet an akta-mañ.
Gant Mgr Athanasius Schneider, eil-eskob Astaná, Mgr Marian Eleganti, eskob Coire (Suis), Mgr Robert Mutsaerts, eil-eskob Hertogenbosch (Izelbroioù), ha Mgr Joseph Strickland, esskob Tyler (Stadoù-Unanet) eo bet kaset al lid, skignet war chadennoù tv katolik er bed a-bezh.
Aktoù pinijenn ha dibunadegoù ar rozera a zo bet graet e pep eskopti evit rapariñ ar pezh zo bet c’hoarvezet e miz gwengolo en ur lec’h sakr eus ar bed kristen.
Illustration : Par Alvesgaspar — Travail personnel, CC BY-SA 4.0, https://commons.wikimedia.org/w/index.php?curid=43509289
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..